Petra eo ar GSD ?

E miz Here 2003 eo bet degemeret ar C’henemglev evit saveteiñ ar glad sevenadurel dizanvezel (GSD) gant kuzuliadeg hollek an Unesco, ha lakaet eo bet da dalvezout e miz Ebrel 2006.

Hervez pennad 2 Kenemglev 2003 eo ar GSD : « ar pleustroù, doareoù da gompren, eztaolioù, gouiziegezhioù ha chemet – ar binviji, an traoù, an artefaktoù hag al lec’hioù sevenadurel liammet oute – a vez anavezet gant ar c’humuniezhioù, ar strolladoù hag an hiniennoù evel perzhioù deus o glad sevenadurel ». Ar glad bev-se a vez treuzkaset a rummad da rummad ha « krouet e vez dizehan gant ar c’humuniezhioù hag ar strolladoù hervez o metoù, o etreoberioù gant an natur, o istor ha kavout a reont ennañ identelezh ha padusted ».