Chemet hengounel, glad bev

Ur wispidenn ront a zrask dindan an dent, ar c’hrakilin eo un elfenn deus glad ar boued breton, evel ar c’hrampouezh, ar galetez pe ar c’houign-amann. Disoc’h ur chemet hengounel bev-mat eo koulskoude ne chom nemet pemp krakilinour oberiant hiziv an deiz. Dirak ar stadad-se eo bet dibabet enskrivañ chemet ha sevenadur ar c’hrakilin war Renabl broadel ar glad sevenadurel dizanvezel (GSD) evit gwarantiñ e vefe savetaet ha treuzkaset.

Perak ebarzhiñ chemet ar c’hrakilin e renabl broadel ar glad sevenadurel dizanvezel ?

En 2006 eo bet sinet gant Bro-C’hall ar C’henemglev evit saveteiñ ar GSD hag ur renabl broadel a zo bet lakaet e plas. Breizh eo eil rannvro Bro-C’hall e-keñver elfennoù enskrivet er renabl broadel gant 109 pleustr dizanvezel enskrivet (war 488 e penn kentañ ar bloaz 2021). Ar fest-noz, ar pardonioù, chemet ar broderezh hag an dantelezerezh, ar c’hoarioù ha sportoù hengounel, ar sevel istr e Kankaven… kement a elfennoù breton enskrivet er renabl broadel-se.

En ur enskrivañ chemet ar c’hrakilin ennañ e vez klasket gwarantiñ treuzkas hag anzavadur labour ar farderien krakilinennoù. An dalc’h a zo ivez anavezout an dud a zo tomm ouzh ar wispidenn-se peogwir he deus ur plas don en o istor dezhe ha hini o familh.

Kevelerien ar raktres

COEUR Émeraude, kevredigezh ardremmeziñ Park naturel rannvroel Traoñienn ar Reñk – Aod an Emrodez
Les craquelins Bellier
Les craquelins de la Baie et du Chat noir
Les craquelins de Saint-Malo
Le petit craquelin de Fréhel

Bretagne Culture Diversité a ambroug kevelerien ar raktres en ur ober un enklask bras (emwelioù gant krakilinourien, goulennaouegoù evit an annezidi hag all.) a-benn sevel ar fichenn renabliñ hag ar steuñv saveteiñ.