Chemet ar broderezh hag an dantelezerezh enskrivet e Renabl broadel ar GSD

En 2021 eo bet enskrivet « chemet ar broderezh hag an dantelezerezh e Breizh » war Renabl broadel ar glad sevenadurel dizanvezel, gant Ministrerezh ar Sevenadur. Keloù mat evit a sell ouzh saveteiñ seurt doareoù chemet, ur gwir anzavadur eo evit ar re a ouestl o startijenn d’ar pleustr-se war ar pemdez.

E-stern he c’hefridi renabliñ ar GSD he deus lañset Bretagne Culture Diversité un enklask etnografek bras e miz Eost 2019 diwar-benn chemet ar broderezh. Dirak puilhder ha pinvidigezh an danvez eo bet savet ur strollad rannvroel e penn kentañ ar bloavezh 2020 evit skrivañ ur fichenn renabliñ. Buan a-walc’h en deus dibabet ar strollad ebarzhiñ chemet an dantelezerezh dre ma vez mesket an daou chemet-se e kalzig oberennoù e Breizh. Ur fichenn renabliñ enni un hanter-kant pajennad bennak eo disoc’h ar bloavezh labour-se, labour ambrouget gant etnologourien hag istorourien. Kinnig a ra un diverradur puilh diwar-benn an daou chemet-se.

Chemet bev-mat e Breizh
N’eus ket teknikoù broderezh dibar e Breizh, ha peurgetket en doareoù krefen, met an diorroadurioù lec’hel o deus ganet stiloù ispisial hag a vez anavezet diouzhtu, en ur veskañ evit ar wech kentañ krefen disheñvel gant livioù ha tresadennoù a denn da bep teroer.

Ur perzh dibar all : pegen bev int er mare-mañ. Ur prantad arvarus eo bet ar bloavezhioù 1960 peogwir eo aet da anaon ul lodenn vras eus ar broderien·ezed ha dantelezerien·ezed, met tud evezhiek o deus gwelet e c’hallfe ar chemet-se mont da get, ha labouret o deus evit aozañ ar saveteiñ. Hiziv e vez gwarantet an treuzkas a-drugarez d’ar c’hentelioù ha stajoù a vez aozet war ar pemp departamant hag e-maez Breizh ivez.

Dedennet e vez ar bobl gant ar broderezh hag an dantelezerezh ha brudet e vezont e-maez Breizh, e tachenn ar c’hrouiñ dilhad da skouer, a-drugarez d’an nevez-amzer-se. Tud a bep oad hag a bep metoù sokial a zo desachet o evezh gant seurt pleustroù, ha dre vras e weler int yaouankoc’h-yaouankañ. Ar chemet-se a zo perzh eus buhez kalz tud, evit krouiñ en-dro gwiskamantoù douget bepred er c’helc’hioù keltiek en abadennoù, pe evit aozañ pezhioù-dilhad a-vremañ (e tachenn an dilhad, prestoù ar mod, ar c’hinklañ diabarzh…) pe evit oberennoù dibar.

Chemet en arvar
Hervez oberourien ar broderezh e vez dedennet en-dro an dud gant ar pleustr-se, un distro stag ouzh mod an dudioù krouiñ hag an dornaozet. Hag ar goulenn stummadurioù (kentelioù ha staj) da greskiñ a-galz abaoe ar bloavezhioù 2010. Koulskoude e vefe dav arlivañ ar stadad.

Ar startijenn-se ne dizh ket an holl teknikoù er memes mod. Ar piko, da skouer, n’eo ket ken brudet ha teknikoù broderezh all kelennet hiziv, hag e c’hallfe mont da goll peogwir e vez implijet evit ober doubierigoù, manegoù, hivizoù… ha n’int ket ken plijet an dud gante eget gwechall. A-hend-all e ki micherourien ar broderezh evit kavout implijoù a-vremañ d’an teknikoù evel ar brodañ war dull hag ar roued skoulmet ha brodet, daoust ma ‘z eus tud leun a ijin en dachenn-se.

Ouzhpenn da-se n’eo ket unvan distro ar broderezh war Breizh a-bezh. Bro-Naoned ha Bro-Roazhon dreist-holl n’int ket ken bev e-keñver an treuzkas hag ar c’hrouiñ a-vremañ eget Bro-Gerne ha Bro-Wened e-lec’h ma kaver al lodenn vrasañ eus ar broderien·ezed ha dantelezerien·ezed.

Ret eo gouzout ivez n’eo ket peogwir eo bet savetaet chemet ar broderezh hag an dantelezerezh hag emañ diarvar ar vicher broder. Hiziv int nebeud-tre an dud o vevañ diwar o chemet ha diaes-tre eo dezhe gounit o buhez. Ne c’hallont ket ar vicherourien bezañ gopret a-feur gant an eurioù labour mod-all ne gavfent prener ebet, pezh a ra deus ar broderezh un obererezh diampled. Ral int an dud prest da baeañ sammadoù bras evit prenañ pezhioù brodet. Bev-mat eo ar broderezh met koulskoude, nebeud-tre a dud a vev diouti.

Dre vras e chom un tamm diwelus ar pleustr-se daoust ma ‘z eus kalzig tud oc’h ober broderezh ha dantelezerezh. Ur pouez bras en deus bet al labour a-youl vat, diwelus eo dre ma n’eo ket kontet na vediaouekaet. Savetaet en deus ar chemet en ur mare e-lec’h ma oa tost da vont da get, ha war ar memes tro eo daoust dezhañ ma ‘z eo isprizet ha ma n’eo ket anavezet mat.

A-benn ar fin e chom bresk ar c’hinnig stummadurioù dre ma n’int ket niverus ar gelennerien broderezh hiziv an deiz, daoust m’eo gwarantet liested an doareoù da welout ar broderezh a-drugarez da liesseurted al lec’hioù kelenn. Ha lec’hioù kentelioù zo a chom en o sav a-drugarez da youl ur c’helenner a-youl vat nemetken. Ma ‘z afe ar c’hinnigoù stummadurioù war zigreskiñ e c’hallfemp gwelout ur sell tremen a-us d’ar re all, en desped d’al liesseurted.