Oberourien ar GSD

Tud a bep seurt a gemer perzh evit lakaat e-plas Kenemglev 2003 ha/pe e labour skignañ ha saveteiñ ar GSD e Bro-C’hall.

En 2003 eo bet degemeret gant Aozadur ar broadoù unanet evit an deskadurezh, ar skiantoù hag ar sevenadur (UNESCO) ar C’henemglev evit saveteiñ ar glad sevenadurel dizanvezel.

 

Lec’hienn ofisiel an Unesco

Kenemglev evit saveteiñ ar GSD

Steredeg ar glad bev

Steredeg ar glad bev hag an diorren padus

Lec’hienn an Dileuriadezh. 

 

Un dileuriadur diplomatek eo a gemer perzh en Unesco evit didermeniñ an ahelioù strategel ha diwall e vefent lakaet da dalvezout.

Karget eo da varc’hata evit Bro-C’hall e-barzh tachennoù barregezh vras an Unesco (Deskadurezh, Skiantoù, Sevenadur ha Kehentiñ) ha brudañ a ra mad bro-C’hall ennañ.

 

An etnopolioù a zo kreizennoù danvezioù hag enklask war an etnologiezh. En 1999 eo bet krouet al label Etnopol – pol enklask ha danvezioù broadel war an etnologiezh. Ul label eo a vez roet gant ministrerezh ar Sevenadur, pennrenerezh ar Glad, d’ur framm a labour war an derez lec’hel ha broadel e tachenn an enklask, ar glad hag an ober sevenadurel war un tem divoutin. En 2020 e oa daouzek framm e-barzh rouedad an Etnopolioù, strewet war tiriad bro-C’hall.

 

La Fabrique de patrimoines en Normandie, e Caen (Calvados)

La Maison des Cultures du Monde – Le Centre Français du Patrimoine Culturel Immatériel, e Gwitreg (Il-ha-Gwilen)

La Maison du Patrimoine Oral de Bourgogne, e Anost (Saône-et-Loire)

Le Musée départemental Gustave- Courbet, e Ornans (Doubs)

Le Musée des Arts & Traditions Populaires – Château de Champlitte, e Champlitte (Haute-Saône)

Le Centre des Musiques Traditionnelles Rhône Alpes, e Villeurbanne (Rhône)

Le Centre du Patrimoine Arménien, e Valence (Drôme)

Le musée de Salagon, e Mane (Alpes-de-Haute-Provence)

Le GARAE, Groupe audois de recherche et d’animation ethnographique, e Carcasonne (Aude)

Le CIRDOC, Institut Occitan de Cultura, e Billère (Pyrénées-Atlantiques)

L’Institut Culturel Basque, Ustaritz (Pyrénées-Atlantiques)

Le Centre Intermondes, e La Rochelle (Charente-Maritime)

La Fédération des écomusées et musées de société (FEMS) : krouet en 1989 gant 28 mirdi, bremañ ez eus ouzhpenn 170 framm troet war-du ar glad a gemer perzh ennañ.

Kevredad ar Parkoù Naturel Rannvroel : krouet eo bet en 1967 ha bodañ a rae 58 PNR en 2021.

 

Tri PNR a gaver e Breizh :

Park Naturel Rannvroel an Arvorig

Park Naturel Rannvroel ar Mor-Bihan

Park Naturel Rannvroel Traoñienn stêr Renk – Aodoù Emrodez : gwiriekaet a-benn 2023/2024

France PCI a zo kevredigezh bro-C’hall evit ar pezh a sell ouzh elfennoù ar glad sevenadurel dizanvezel en Unesco. Krouet eo bet en 2013 ha bodañ a ra dileuridi (kumuniezhioù, tudelezhioù pe strollegezhioù tiriadel) an elfennoù bet lakaet war listennoù Kenemglev 2003. « Ar c’humuniezhioù-se o deus dibabet en em aozañ e kevredigezh a-benn :
– brudañ e-touez an dud spered ar C’henemglev hag an elfennoù bet lakaet war e listennoù
– aesaat an eskemm titouroù, gouiziegezhioù, skiantoù-prenet hag ar c’henlabourioù war an derez broadel hag etrevroadel evit saveteiñ ar GSD
– bezañ un nerzh kinnig ha prederiañ evit oberourien ar GSD e bro-C’hall hag er bed. »
Graet e vez war-dro ar sekretouriezh ar gevredigezh gant ar CFPCI.

 

L’association des Maîtres d’art et de leurs élèves : krouet eo bet e 2002 ha bodañ a ra micherourien anvet gant ministrerezh ar Sevenadur abalamour d’o chemet. Hervez ar gevredigezh eo bet levezonet an anzavadur-se gant an Teñzorioù Broadel Bev anavezet e bro-Japan. War an derez etrevroadel ez eo ur programm heñvel ouzh hini Teñzorioù Broadel Bev («Trésors Humains Vivants») a zo bet dalc’het etre 1993 ha 2003, deiziad peurwiriekadur ar c’henemglev war ar GSD.

 

La Fédération des associations de musiques et danses traditionnelles (FAMDT) : krouet eo bet en 1985 ha bodañ a ra 113 framm eus tachenn an dañsoù ha sonerezhioù hengounel ha deus ar bed. Ennañ e kaver ivez kreizennoù rannvroel ar sonerezhioù ha dañsoù hengounel.

 

L’Office du patrimoine culturel immatériel (OPCI) : krouet eo bet en 2009 e Naoned. Sturiañ a ra an OPCI meur a raktres evit kas ar GSD war-raok. Da skouer he deus sinet ur C’henemglev-stern e 2021 e kevelerezh gant Les Petites cités de caractères evit ma vefe kemeret e kont ar GSD.