Amzer an emgavioù eo hini an ehan. Un amzer evit paouez, lakaat harp d’ar redadeg diboell a reomp oberiantiz anezhi, kemer amzer da saludiñ hag eskemm. Un amzer evit prederiañ ha huñvreal eo ivez, evel-just. Gant an hini kentañ e klaskomp ur repu, pell diouzh an holl ideologiezhioù kelennadus hep sistem-burutellat. Gant an eil e vez klasket hudañ en-dro hor bed, rannañ hor c’hoantoù, chom hep em gontrolliñ kerkent ha ma vez klevet anv deus ar poell, pe kerkent ha ma raksoñjer eo dic’hallus. Un huñvre a droomp da c’hoant, da skiant-prenet, da gantabeg.

Implijout a reomp an amzer ehan-se evit adkavout ster an oberoù a vez graet tro-dro d’ar glad sevenadurel dizanvezel ha d’al liesseurted sevenadurel. Petra eo abeg hon oberoù ? Dre beseurt mod e kemeromp perzh evit adtermeniñ mennozh ar glad ? Dre beseurt mod int mat an oberoù-se evit kas war-raok anzavadur hor pleustroù sevenadurel, o tont deus metoù poblek hengounel ? Penaos e c’hall hon oberoù bezañ elfennoù deus raktresoù hollekoc’h hag a-vremañ, raktresoù a glask prederiañ diwar-benn ar plas en deus ar c’heodedour e-barzh an divizout, an demokratelezh-perzhiañ hag ar gwirioù sevenadurel, raktresoù a gemer e kont breskted hon ekosistemoù hag a glask ijinañ en-dro doareoù bevañ war tiriad-mañ-tiriad ?