Anavezout, talvoudekaat ha saveteiñ ar glad bev e kumunioù ar Faou ha Kastellaodren-Plagad. Kement-mañ eo pal raktres Bretagne Culture Diversité (BCD), kaset e kevelerezh gant rouedad Breizh ar C’hêrioù Bihan Neuziet-Kaer®.

Ur raktres-arnod sevenadurel eo a vez kaset da benn war kumunioù Ar Faou (29) ha Kastellaodren-Plagad (22) gant Bretagne Culture Diversité ha rouedad Breizh ar C’hêrioù Bihan Neuziet-Kaer®. Ur raktres da gemer perzh ennañ eo hag aozet evit talvoudekaat glad bev ar c’humunioù-se.

Ur raktres da gemer perzh ennañ ha liammet ouzh ar glad bev

Ambrouget eo bet kumunioù Ar Faou ha Kastellaodren-Plagad gant un ezel deus skipailh BCD etre miz Here 2022 ha miz Mae 2023 evit anavezout, talvoudekaat ha saveteiñ o glad bev. Peseurt elfennoù a ra glad bev ho kumun hervezoc’h ? Penaos e vezont diskouezet ha bevet ? Penaos emañ kont gante ? Dre beseurt mod e fell deoc’h talvoudekaat ar glad-se ? Kalzig goulennoù da respont oute evit tud Ar Faou ha Kastellaodren-Plagad.

Teir frantad en deus ar raktres :

  • Prantad 1 (miz here-miz kerzu 2022) : anavezout an elfennoù a ra glad bev tud ar gumun. Emvodoù foran, ur stal war ar marc’had hag emwelioù gant an annezidi a vo aozet er prantad-se.
  • Prantad 2 (miz genver-miz ebrel 2023) : talvoudekaat ar glad anavezet, en ur stumm a vo da vezañ didermenet gant ar gevelerien.
  • Prantad 3 (miz ebrel- miz mae 2023) : emvod evit kinnig an disoc’hoù, skrivañ erbedadennoù (bouest binviji evit anavezout/talvoudekaat/saveteiñ ar glad bev).

Kit e darempred ganeomp evit gouzout hiroc’h !
Héléna Tataruch – karget a gefridi war ar glad sevenadurel dizanvezel
htataruch@bcd.bzh
02.30.17.01.19