Kaset eo bet da benn vat ur renabl-perzhiañ war ar glad sevenadurel dizanvezel e Kornôg Kreiz Breizh etre 2015 ha 2020 gant Bretagne Culture Diversité. Ar pal a oa klask gouzout penaos e vez bevet, treuzkaset pe distaolet ar glad-se gant tud ar vro, hiziv an deiz.

An enklask war an dachenn a zo bet dalc’het etre 2016 ha 2020. Ar skipailh savet gant BCD a zo bet e-pad ar pevar bloaz-se a-hed hag a-dreuz ar pemp kumuniezh kumunioù evit aozañ nav emvod foran ha 248 emwel gant annezidi, embregerien, tud eus ar bed kevredigezhel, tud a-vicher eus bed ar sevenadur hag an touristerezh, ha dilennidi.

Dielfennet eo bet ar roadennoù dastumet ha berraet an disoc’hoù en un danevell, enni an tri frantad pouezus el labour renabliñ (stadañ, dielfennañ, aliañ). Da gentañ-penn eo bet savet an danevell-se evit dilennidi ha kevredigezhioù ar vro ha kinnig a ra un harp evit prederiañ war an doareoù da saveteiñ ha da dalvoudekaat ar GSD e Kornôg Kreiz Breizh. Mod-all e kinnig ivez hentoù da doullañ evit ober renabloù-perzhiañ war ar GSD.