Studiañ, saveteiñ ha talvoudekaat ar GSD

Bretagne Culture Diversité (BCD) a ambroug an dud hag an aozadurioù en o labour meizañ ha sevel raktresoù sevenadurel liammet ouzh ar glad sevenadurel dizanvezel (GSD).

Al labour renabliñ ar GSD war Breizh istorel eo unan eus kefridioù pennañ Bretagne Culture Diversité abaoe m’eo bet krouet. En ur renabliñ ar glad sevenadurel dizanvezel e vez roet un identelezh da elfennoù ha pleustroù sevenadurel, ha klasket e vez titouroù diwar-o-fenn evit kompren peseurt roll sokial o deus. Met ar renabloù n’int ket ar pal. Ne c’hallont ket bezañ bevennet ha strishaet war ul listenn simpl, ken klok e vefe ; enklaskoù int dreist-holl, evit klask gouzout peseurt liamm en deus pep den gant an elfennoù-se. Rankout a reont ivez kas da erbedadennoù evit pinvidikaat pe luskañ raktresoù, ha d’ur preder diwar-benn ar startijenn ganet deus ar raktresoù-se e-sell diorroadur un tiriad. Ur saviad eo a skoulm al labour saveteiñ elfennoù deus ar glad ouzh startijenn sokial ha sevenadurel an dud a vev war un tiriad.

Gant al labourioù renabliñ, dielfennañ ha kinnig erbedadennoù, anavezout, saveteiñ ha talvoudekaat e vez klasket kizidikaat ha degas un danvez da oberourien a bep seurt, evit ma c’hallfent kemer harp warnañ ha diorren an obererezhioù o fal kas ar GSD war-raok, hag e-giz-se, gwarantiñ e vo saveteet ha treuzkaset.

M’eo bet lakaet ar renabl-se da zibaouez er penn kentañ ez eo peogwir ne baouez ket ar GSD d’en em ziorren ha da vont war neveziñ, kemer a ra stummoù nevez a-hed ma vez bevet. Gant ar saviad-mañ e c’haller ivez bezañ e-servij ar raktresoù a-feur ma teuont war wel.

Evit tizhout ar palioù-se gwellañ ma c’haller e vez rannet labour BCD da-geñver ar GSD e meur a obererezh :

  • Ambroug hag aliañ ar strollegezhioù a fell dezhe e vefe anavezet ur pleustr sevenadurel war derez ar rannvro ha/pe hini ar vro (renabl broadel ar GSD) en ur ober enklaskoù teulioù, enklaskoù etnografek (emwelioù hag all) ha skrivañ a-stroll pe kenskrivañ. Ar renabloù tematek kenurzhiet gant BCD a vod dougerien elfenn-mañ-elfenn ar GSD hag an holl re a gemer perzh e-barzh anaoudegezh, treuzkas ha saveteiñ an elfenn (dilennidi, skolveuridi, kevredigezhioù hag all).
  • Ambroug hag aliañ ar strollegezhioù a fell dezhe ebarzhiñ ar GSD en o folitikerezh diorren sevenadurel ha touristel, pe en o raktres tiriad. E-stern ur sell tiriadel e vez ergerzhet pep elfenn ar GSD en tiriad-mañ-tiriad.
  • Stummañ war ar glad sevenadurel dizanvezel ha war al liested sevenadurel an dud a-vicher, an dilennidi, ar strollegezhioù hag ar c’hevredigezhioù. Abaoe 2017 ez a BCD er masterioù breton evit stummañ ar re az aio da vicherourien ar glad hag an hanterouriezh.
  • Kinnig binviji evit kizidikaat ha talvoudekaat ar glad sevenadurel dizanvezel, evel an diskouezadegoù baleant Mont da zizoleiñ ar GSD e Breizh pe Breizh ha Liesseurted.
  • Aozañ ha/pe kemer perzh e darvoudoù skiantel pe sevenadurel gouestlet d’ar glad sevenadurel dizanvezel

Un nebeud skouerioù raktresoù

2015 – Ambrouget eo bet ar Groupement Culturel Breton des Pays de Vilaine evit ober div fichenn renabliñ war ar sonioù poull ha war ar werzh diouzh ar c’hresk gouestlet d’ar foenn e Ranneg.

2015/2021 – Labour renabliñ da gemer perzh ennañ gouestlet d’ar glad sevenadurel dizanvezel e Kornôg Kreiz Breizh, e kevelerezh gant Bro Kornôg Kreiz Breizh, ha tapet un arc’hantaouiñ a-berzh ar font European LEADER.

2019 – Skrivet ar fichenn renabliñ gouestlet d’ar gavotenn e Breizh-Izel

2020 – Kenurzhiet ar fichenn renabliñ war ar Pardonioù ha trovenioù e Breizh

2021 – Kenurzhiet ar fichenn renabliñ war chemet ar broderezh hag an dantelez e Breizh