Stummadurioù diwar-benn ar GSD hag al liested sevenadurel a vez aozet gant Bretagne Culture Diversité evit an dud a-vicher, an dilennidi, ar strollegezhioù hag ar c’hevredigezhioù a fell dezhe bezañ ambrouget evit kas o raktres da benn. Kensavet e vez ar stummadurioù-se evit bastañ gwellañ ma c’haller ouzh ezhommoù pep hini.

Temoù a bep seurt a c’hall bezañ staget gante :

  • Tostaat ouzh ar GSD pe ouzh al liested sevenadurel gant ur sell teorikel ha pleustrek ;
  • Tañva an doareoù renabliñ a gemerer perzh enne ;
  • Un ambroug pleustrek war an doareoù d’ober enklask etnografek (emwelioù, dastum…).

 

Titouroù
Nikolas Amaury
namaury@bcd.bzh / 02.30.17.08.36

Un nebeud skouerioù deus stummadurioù bet graet

Stummadur war an dastum

 

En 2021 eo deuet e darempred kumun Brieg ha Kreizenn sevenadurel Arthémuse gant Bretagne Culture Diversité evit aozañ ur raktres dastum diwar-benn bed al labour-douar er gumun. Ouzhpenn ul labour ambroug eo bet aozet ivez un devezh stummadur evit ma vefe en-o-bleud tud a-youl vat ar raktres gant an teknikoù dastum. Palioù an devezh a oa deskiñ ur vetodologiezh ha mestroniañ binviji pleustrek evit gellout kas un enklask dastum war an dachenn da benn vat.

 

Meneget eo er c’heleier :

 

 

 

Stummadur war al liested sevenadurel

 

En 2022 eo deuet e darempred skipailh magouri liesdegemer Lannarstêr gant Bretagne Culture Diversité evit ma vefent ambrouget e-stern en ur raktres liammet ouzh al liested sevenadurel. Pemp den a-vicher warn-ugent deus bed ar vugaligoù o deus prederiet diwar-benn meizad an identelezh sevenadurel hag an doujañs ouzh ar sevenadurioù disheñvel e kenarroud o labour pemdeziek. Prederiet o deus a-stroll diwar-benn ar meizadoù pouezus-se en atalieroù c’hoarius a bep seurt.

Formation crèche DC 2022