
Fest Noz
Sonadeg
« Gouest eo douaroù ar Roue Waroch liammañ sevenadur padus hag ekonomiezh ar vro : un tiriad lec’h ma saver liammoù sokial ha mignoniezh etre ar rummadoù », hervez komzoù skipailh an aozerien. Abaoe 1996 e kemer perzh ar re yaouank en holl brantadoù ar gouel, pe e vefe er c’huzul-merañ, er programmadur, pe c’hoazh er c’henstrivadegoù kinniget e stumm emgavioù. Hep e bar ivez : ur genstrivadeg familhoù a ro tro da veur a rummad d’en em gavout war ul leurenn. Un doare da « aesaat emskiant glad ar familhoù ». Ouzhpenn da-se, gant an abadennoù A-raok Waroch aozet e Bro-Wened e c’hell un tregont bennak a skolidi ar c’hentañ derez kejañ gant an arzourien er c’humunioù a zegemer an abadennoù, hag en tu all da zaou vil skoliad o deus graet anaoudegezh gant ar sevenadur hengounel. « En tu all d’ur gouel eo Roue Waroch,un emgav deuet mat gant an dud a n’heller ket ober heptañ ken. Dont a reer eno evit ober anaoudegezh gant sevenadur ar vro hag hini ar broioù all ivez. Un doare da stourm ouzh strizhder ar speredoù ! », eme c’hoazh an aozerien.
« Waroch, gouel broadel Pleskob! »
« Bezañ soubet e sevenadurioù ar bed a zegas bepred souezhadennoù ! »