Ar c’hentañ fest-noz a zo bet aozet e-stern ur genstrivadeg kan-ha-diskan e Poullaouen e 1954, gant ar pal bodañ daouadoù kanerien·ezed evit luskañ an dañsoù. Aozet int bet a vloaz da vloaz hag ur perzh bras o deus bet ar c’henstrivadegoù-se e-barzh amzer nevez ar festoù-noz. Ul lec’h evit kejañ ha tremen amzer blijus eo. Bremañ e vez aozet festoù-noz un tamm e pep lec’h e Breizh, ha pelloc’h zoken. Abaoe ar 5 a viz Kerzu 2012 emañ enskrivet ar fest-se war roll-skouer Kenemglev an Unesco evit saveteiñ ar glad sevenadurel dizanvezel.

Kenderc’hel war Bécédia