Brudet eo bet an « delenn geltiek » e penn kentañ ar bloavezhioù 1970 e Breizh. Ur benveg levezonet gant reoù Bro-Iwerzhon ha Bro-Skos eo hag anavezet en-dro gant folklorourien an 19vet kantvet. Da-heul an Eil Brezel Bed e labour Georges Cochevelou, tad Alan Stivell, war un delenn « geltiek » en ur ziazezañ war stummoù ar binviji a gaver en tu all da Vor Breizh

Kenderc’hel war Bécédia