Levezonet eo bet ar bagadoù gant ar Pipe Bands skosad ha ganet int bet e fin ar bloavezhioù 1940 e Breizh. Estreget an darvoudoù ha festoù bras e-lec’h ma sonont e kemeront perzh ivez, bep bloaz, e-barzh div genstrivadeg, e Brest hag en Oriant. A-hed ar bloavezhioù o deus savet ar bagadoù ur skol sonerezh bras : ur bern arzourien deus leurenn vreizhat ar sonerezh a-vremañ a zo tremenet drezi.

Kenderc’hel war Bécédia