#

C'hoarioù & sportoù

#

C'hoarioù & sportoù

« Ur sport c’hoari, stag ouzh un identelezh hag ouzh talvoudoù an deskadurezh pobl eo ar Gouren. Ur sport emgannañ eus e amzer ha diazezet war meur a gantved istor war ar memes tro. Gellout a rafemp lakaat en a-raok perzh hollvedel ar Gouren, evel ar Judo. »

Jean-François Hubert

« Mont a reer d’ar gouren. Hervez an hengoun e valee ar berzhidi eus ar bourk betek an dachenn c’houren, ambrouget gant sonerien o soniñ kan-bale ar c’hourenerien. Bev-buhezek e oa ar boaz-se war ar maez betek ar bloavezhioù 70.[1]», eme Jean-François Hubert, prezidant ar C’hevread gouren. Hiziv ec’h aozer c’hoazh an dibunadeg-se e-kerzh Gouel Sant-Loup e Gwengamp, Gouel ar rouedoù glas e Konk-Kerne ha Gouel Sant-Kadoù, sant paeron ar c’hourenerien, Sul kentañ miz Eost.

KEFRIDIOÙ

« Mont a reer d’ar gouren. Hervez an hengoun e valee ar berzhidi eus ar bourk betek an dachenn c’houren, ambrouget gant sonerien o soniñ kan-bale ar c’hourenerien. Bev-buhezek e oa ar boaz-se war ar maez betek ar bloavezhioù 70.», eme Jean-François Hubert, prezidant ar C’hevread gouren. Hiziv ec’h aozer c’hoazh an dibunadeg-se e-kerzh Gouel Sant-Loup e Gwengamp, Gouel ar rouedoù glas e Konk-Kerne ha Gouel Sant-Kadoù, sant paeron ar c’hourenerien, Sul kentañ miz Eost.

Ur sport emgannañ eo ar Gouren. N’en deus istor ebet dezhañ e-unan rak ur c’hoari emgannañ eo. Pleustret e vez en e-sav, n’eo ket etre enebourien met etre kenc’hoarierien a dou le a-raok ar c’hrogad, a vriata an eil egile lorc’h enno o vezañ gwisket o roched hag o bragoù.
« Degaset eo bet ar gouren da Arvorig gant Bretoned Kernev-Veur er 5vet pe er 6vet kantved », a zispleg ar prezidant. Ur sport evit an noblañs e oa, un doare evito da embreger evit ar brezel. Kemer a rae pezh Bertrand Duguesclin e tournamantoù gouren war plasenn al Lisoù e Roazhon. E-kerzh ar 15vet hag ar 16vet kantved e chome stank an eskemmoù etre gourenerien daou ribl Mor Breizh. Bet e oa bet ur c’hrogad etre Frañsez Iañ a Frañs ha Herri VIII a Vro-Saoz. Hervez kont e roas Frañsez Iañ lamm d’e genc’hoarier en un doare dispar « Reiñ lamm zo lakaat e genc’hoarier da gouezhañ naet gant e zivskoaz stok d’an douar », a resisa ar prezidant.

Kemmoù zo bet degaset a-hed an amzer peurgetket war padusted ar c’hrogadoù evit na vefe ket gloazet ar c’hourenerien hag ar gourenerezed pe evit resisaat pe unvaniñ reolennoù zo met chomet eo digemm ar c’hwezek kraf diazez. Er bloavezhioù 80 e c’hoarvezas brasañ kemm istor ar gouren moarvat, pa voe digoret d’ar merc’hed. Betek neuze ne oa digor nemet d’ar baotred. Ouzhpenn 25% eus izili ar c’hevread zo gourenerezed bremañ.

Aozet e vez an holl gevezadegoù dre rummad oad ha pouez. Padout a ra ur c’hrogad etre teir munutenn evit ar yaouankañ ha seizh munutenn evit ar re varrekañ. N’eus bevenn oad ebet evit gouren. « Gourenerien gozh zo a bleustr a-hed ar bloaz hag en em gav e-kerzh an hañv evit tournanamant ar re gozh anvet tournamant ar pennoù. Kinnig a reomp gourdonerezhioù evit pep rummad oad evit klotañ gwelloc’h gant ezhommoù pep hini ». Ouzhpenn da se ez eo bet azasaet lusk an araokadennoù teknel evit ar vugale hag an dud deuet o kregiñ. «Da skouer, en darn vrasañ eus ar skolioù-gouren e kaver ur “ babigouren ” digor d’ar vugale adalek 4 bloaz. Un doare evit ar c’hevread da dalañ ouzh an dispignoù ha da brientiñ an dazont ».

« Kalz e vez goulennet diganeomp aozañ abadennoù buheziñ er skolioù, eme ar prezidant, rak degas a reomp ur respont da zaou zalc’h : ur c’hoant bras da c’hellout dizoleiñ ar glad dre obererezhioù hag ur c’hoant da bleustriñ ur sport a ziorro ar c’hoarioù eneberezh ». Hervez doareoù ar mare ez eus bet krouet ur breved micherel gant Ministrerezh ar yaouankiz hag ar sportoù evit reiñ ar gwir da dreuzkas ur sport ken kozh ha hemañ. A-drugarez d’ar BPJEPS rann-dibab Gouren (Brevet Professionel de la Jeunesse, de l’Education Populaire et du Sport, lutte et disciplines associées) en deus kavet ar sport-mañ ur plas ofisiel e-touez ar sportoù kempred war dachenn Frañs.
« En deiz a hiziv, e Breizh, ez omp diazezet gwelloc’h war ar maez, er c’humunioù bihan, c’hoazh. ». Stabil eo an niver an izili abaoe un dek vloaz bennak ha kevatal e chom niver ar berzhidi e Kampionad Breizh daoust da 30% eus an izili lezel o flas da reoù all bep bloaz. Aozet e vez ar c’hevezadegoù e salioù war palennoù olimpek e-kerzh ar goañv ha war brenn-heskenn er-maez e-kerzh an hañv. Kevezadegoù a vez a-hed ar bloaz eta.
Hervez an hengoun e tle trec’her pep tournamant gounit ar Maout hollvrudet met ne roer an arouez-trec’h skedus-se ken nemet ur wech an amzer abalamour d’ar reolennoù e-keñver yec’hed ha da gizidigezh kreñvoch-kreñvañ an dud e-keñver seurt degouezh.

Kampionad Europa ar stummoù gouren keltiek en deus adstaget gant hengoun ar stourmadennoù seven etre broadoù. Reiñ a ra tro da lakaat war wel splann ar sportoù emgannañ keltiek. Kelennet e vez daou zoare d’en emgannañ war ul lis er C’hevread gouren : ar gouren breizhat a vez pleustret, hervez an hengoun, war brenn-heskenn hag ar Back hold a Vro-Skos a bleustrer war geot.
« Arabat d’un obererezh hengounel chom digemm, aze emañ an dalc’h. Pe e chomer stag mort ouzh doareoù ha talvoudoù zo gant ar riskl da chom sac’het pe e klasker kemm buan evit kinnig arvestoù dedennusoc’h d’ar sellerien gant ar riskl da goll hon ene, en ur vezañ anavezet gwelloc’h avat. Aze emañ ar goulennoù. Ret eo bezañ eus hon amzer ha respont d’ar c’hoantoù e-keñver sport ha kevezadeg hep ankouaat hon istor. Setu tachennoù preder ar c’hevread evit an dek vloaz a zeu », eme ar prezidant.

Christine Barbedet – miz Ebrel 2016