E Breizh n’eo ket bet kroget ken abred na gant kement a startijenn e-barzh an dastum kontadennoù eget e-barzh an dastum kanaouennoù. Merket eo deroù ar sell « skiantel » ha penn kentañ oadvezh aour an dastum gant embannadur kontadennoù breton Fañch an Uhel (1821-1895) e fin ar bloavezhioù 1860. Ur c’hantvet war-lerc’h n’eo ket ken dedennet ha-se luskad neveziñ ar bloavezhioù 1970 gant ar c’hontañ, troet eo kentoc’h war-du ar sonerezh hag ar c’han. Deroù ar bloavezhioù 1980 a zo ret gortoz evit gwelout ur rummad kontourien ha kontourezed nevez o reiñ enor dezhañ.

Kenderc’hel war Bécédia