Ar gallaoueg eo ar yezh roman a vez komzet war al lodenn reter eus Breizh. Ur yezh oïl eo, evel ar pikardeg (pe ar « chti ») hag ar galleg. A-orin eo deus romanekadur an Arvorig etre ar Iañ hag ar Vvet kantvet. Digreskiñ a ra pleustr ar yezh-se, evel holl yezhoù bro-C’hall, met un enklask kaset da benn en 2018 a ziskouez ez eus ouzhpenn 190 000 gallaoueger·ez e Breizh hiziv.

Kenderc’hel war Bécédia