Un doare kanañ dibar ha stag ouzh ar c’hanañ e brezhoneg eo ar werz : un danevell kanet eo a zispleg darvoudoù skrijus en ur ziwall mat ouzh ar munudoù, ouzh an anvioù lec’h hag anvioù tud. Ar werz a sach evezh an dastumerien ha kevredigezhioù gouiziek adalek penn-kentañ an XIXvet kantvet. War-lerc’h ar brezel e oa tost aet da get ar ger-se met deuet eo en-dro e geriaoueg an dud, kement e galleg hag e brezhoneg, adalek ar bloavezhioù 1970, merket gant dedenn bras tud an ampoent evit sonerezh Breizh.

Kenderc’hel war Bécédia