#

Sonadeg

#

Sonerezh-benveg

#

Sonadeg

#

Sonerezh-benveg

KINNIG

Unan eus binvioù Dagda, drouiz-doue ar mitologiezh geltiek ha gwarezour ar sonerien, a zo e delenn. Ha dre c’hourc’hemenn an doue eo gouest an delenn da soniñ en he-unan holl donioù ar bed. Ur vojenn a ziskouez e veze ul lec’h a-zoare evit ar benveg e gerdin piñset e panteon binviji ar Gelted. Bihanoc’h eget an delenn gromatek ez eo an delenn geltiek, an hini a veze gant barzhed ha sonerien-red a gane, da skouer, al laeoù, da lavaret eo barzhonegoù kanet. Aet eo da get hec’h implij e Breizh koulskoude. N’eo ken met e-kreiz ar bloavezhioù 1950 m’o deus adkavet an telennoù 34 da 38 kordenn un toullad mat a c’hoarierien entanet .

Un daou-ugent bloaz zo eo bet lakaet an «delenn vihan» da rouanez ar gêr, e-doug ur gouel hañv. En ur mod e adkrog Emgavioù etrevroadel an telennoù keltiek gant «ur sell hengounel, keltiek hag hollvedel, kendonius ha souezhus, ambac’h abaf hag a-wel d’an holl », eme skipailh an aozerien. Hengounel, doare barok pe grennamzer, jazz pe a-vremañ, gouest eo an telennoù a vro-Iwerzhon koulz ha telennoù tredan, hag holl delennoù ar bed, da vont a-dreuz hag a-hed war bouez o mouezhioù . Un pennad amzer evit « kalonekaat pleustroù ar sonerien amatourien ha krouidigezhioù ar sonerien a-vicher. »

Heverk eo : e 2003 eo bet digoret un ti evit an delenn geltiek e kreiz-kêr Dinan.

SELL AN DUD OUZH AN DARVOUD-MAÑ

« Ur gouel liesliv ha liesdoare ! »

« Un darvoud evel ma n’eus ket reoù all e Bro-Frañs ! »

  • Les Rencontres internationales de harpes celtiques
  • Les Rencontres internationales de harpes celtiques 6
  • Les Rencontres internationales de harpes celtiques 5
  • Les Rencontres internationales de harpes celtiques 4
  • Les Rencontres internationales de harpes celtiques 3
  • Les Rencontres internationales de harpes celtiques 2