E-barzh deiziataer ar re a zo plijet gant ar sonerezh hengounel e kaver « Gourin », un darvoud ha ne c’haller ket tremen hebiou. Er c’hreiz-Breizh emañ ar gumun-se ha bep bloaz, e fin an hañv, e teu barrekañ sonerien·ezed ar vro evit seniñ. Lañset eo bet ar genstrivadeg e 1949 e Kemper e-stern Gouelioù Meur Kerne met fiñval a raio evit chom e Gourin un toullad bloavezhioù diwezhatoc’h. Bremañ e vez aozet an darvoud war deir devezh, e park kastell Troñjoli.

Kenderc’hel war Bécédia