C'hoarioù & sportoù
Tri c’hampionad Breizh a vez aozet bep bloaz gant kevredad ar Gouren. An hini kentañ, er goañv, zo kampionad Breizh ar Back-Hold pe Kampionad Etrevroadel Breizh ar Back-Hold, digor d’ar c’hevredadoù izili Kevredad Etrevroadel ar Gourenoù keltiek, an FILC, hag o c’houvidi. E Bro-Skos hag e hanternoz Bro-Saoz, ar C’humberland hag ar Westmorland, e vez graet Back-Hold, gouren hengounel a vro-Skos. Un doare gouren prim a-walc’h ha kaer da welet : en em vriata a ra an daou enebour, o chink war skoaz egile, o daouarn stardet tro-kein o enebour. Koll an hini kentañ da gouezhañ pe da zistardañ e zaouarn.
An eil darvoud a vez en nevez-amzer, kampionad Breizh ar Gouren. Daou genstrivadeg kevatal da gampionad Frañs (paotred ha merc’hed).
Trede prantad a-bouez a vez kampionad Breizh dre boentoù, pe gourenadegoù en diavaez, a-hed an hañv. Pakañ a ra ar c’hourenerien o foentoù da geñver meur a c’hourenadeg aozet etre miz Even ha miz Eost. Trofe Per Philippe, gourfenn evit ar baotred, a c’heller heuliañ eil sulvezh gouel ar Sant Loup e Gwengamp. Evit Trofe Triskell ar merc’hed e konter ar poentoù paket en holl c’hourenadegoù ar bloaz, er-maez eus kampionad Breizh eo neuze.
« Disul tremenet e à Breal-Moñforzh eo bet roet lañs da gampionad Breizh 2016 gant ar re yaouank, kement ha kampionad Frañs evit ar gouren. Ar baotred ha merc’hed, bidoc’higed ha minimed, laouen-bras anezho ha mennet-mat da c’houren eus o gwellañ dindan selloù o c’heneiled koshoc’h egeto, a oa o c’hortoz mont war ar pallenn d’o zro. »
« Evit ar bevarzekvet gwech eo bet dalc’het kampionad etrevroadel Breizh ar Back-Hold, ha n’eo ket bet dipitet an arvesterien. C’hwech bro o kemer perzh, eus hanternoz Europa da draoñ Afrika… pe dost ! Rak gwir eo, evit ur wech e oa bet dileuridi ar C’hongo o kemer perzh en ur c’henstrivadeg etrevroadel ar gourenoù keltiek. Deuet eus Republik Demokratel ar C’hongo o deus bet tro da ziskouez ar mod Kabubu da c’houren dirak arvesterien Kemper plijet bras. »