#

Fest Noz

#

Kanañ

#

Fest Noz

#

Kanañ

KINNIG

E Kankaven e miz Here n’eo ket ret bezañ dour mor en-dro d’e galon. Gant ar festival Les Bordées de Cancale e vez rannet ar veaj en ur chom war ar c’hae. Ur porzh en Il-ha-Gwilen eo, e-lec’h ma chom kreñv er speredoù roudennoù ar pesketaerezh bras graet gant listri an Douar-Nevez. Aozerien ar Bordées de Cancale a zo difennourien al « liesseurted sevenadurel ». Fellout a ra dezhe souten al lec’hel, da skouer gant arzourien a lak da vevañ kanaouennoù-mor hengounel a bep lec’h ha tost o c’halon ouzh an tonioù dastumet, ha kement tra en ur ganañ hep sistem son hag e-kreiz an dud. Bep bloaz e vez dibabet un tem disheñvel « ar garantez er c’hanaouennoù-mor » da skouer, hag ar festival da fraoñval er c’hafeoù, el liorzhoù, war ar plasennoù hag all gant luskadoù ar ganerien ha sonerien o pediñ an neb a gar da ziskanañ a-gevret pe da gemer perzh e-barzh an dañs.

Abaoe un toullad bloavezhioù e vez savet ur gwindask war ar c’hae evit kanañ kanaouennoù-mor en ur ober maneurioù bourzh evit dizeoriañ pe bordañ ul lien.

Da notenniñ : ul labour treuzkas war ar c’hanaouennoù-mor hengounel a vez graet a-hed ar bloaz gant ar gevredigezh Phare Ouest da-geñver tud yaouank Kankaven, gant ar strollad Les Pirates da skouer. Diwar-vremañ e vez kinniget un eil darvoud gant ar gevredigezh e-pad dibenn-sizhun kentañ miz Gouere e Pont-Rigan (35) gant ar festival « Vents de Vilaine » : emgav henvoazioù poblek ar vageerezh war vord ar stêr.

SELL AN DUD OUZH AN DARVOUD-MAÑ

« Dre zegouezh em eus dizoloet ar Bordées, derc’hel a rin soñj evit ar bloaz o tont peogwir em eus tremenet un dibenn-sizhun dreist ha festus-tre… Demat deus an Arvern… »

« Amañ e oan… Hollgaer e oa ken e oa, talvezout a ra an hent evit ar re ne anavezont ket… »

  • Les Bordées de Cancale 2
  • Les Bordées de Cancale - Scène improvisée
  • Les Bordées de Cancale - repas chanté
  • Les Bordées de Cancale - manoeuvres chantées au cabestan 2
  • Les Bordées de Cancale - manoeuvres chantées au cabestan
  • Les Bordées de Cancale - Jenkins Ear au Herpin
  • Les Bordées de Cancale - chants dans la ronde fest deiz 2
  • Les Bordées de Cancale - casquette du marin
  • Les Bordées de Cancale 3