Kestenn ront aozet diwar ruskennoù drez, boselenn geunioù ar Gwilen diwar lavnennoù koad kistin evit siliaoua, paneroù istr diwar breunennoù aozilh pe c’hoazh botoù plouz aozet diwar plouz segal : ar c’hantennerezh e Breizh a zo ennañ teknikoù dibar-tre ha studi anezhañ a gas war-raok hor sell war gwriziennoù sevenadurel ledenez an Arvorig. En arvar emañ ar glad hengounel-se abalamour da zigresk an niver a gantennourien·ezed hengounel ha d’an teknikoù da vont war unvanat.

Kenderc’hel war Bécédia