Chemet mor

« Hor pal da-geñver ar GSD eo luc'hskeudenniñ en un doare resisañ ar gwellañ ar chemet hengounel abaoe ec’h orinoù, gant testenioù hag en ur gemer harp war ar vicher evel m'emañ hiziv, evit lakaat war wel pleustroù anezhañ. Ul labour kensevel eo gant an oberourien-se evit dibab ar pezh a vo lakaet e plas. »

Morgane Dallic

Atebek war ar pol talvoudekaat an tiriad ha karget a gefridi evit talvoudekaat ar Glad Sevenadurel Dizanvezel

KEFRIDIOÙ

« Pa vleuñv ar spern-gwenn e teu ar vorgadenn » : en dro-lavar-se e santer mat pegen kreñv eo liammoù annezidi ar Mor-Bihan gant o endro naturel. Bep bloaz da vare miz Ebrel ez a tre ar morgad er Mor-Bihan evit dozviñ hec’h uioù, a-raok mervel. D’ar mare-se eo e lakaont ar besketaerien o c’hevell morgata. Laosket eo bet a-gostez e-pad pell met distroet eo ar morgata micherel ha deuet eo da vezañ ur pesketaerezh eus ar re bouezusañ evit ar vartoloded sinagoioù. Evezhiek-tre eo Park Naturel Rannvroel ar Mor-Bihan da-geñver ar pleustr-se, bet lakaet war renabl ar micherioù ha chemet hengounel lakaet e plas e-stern ur galv raktres a-berzh Ministrerezh ar Sevenadur hag ar C’hehentiñ.
Pal ar PNR eo dastum ha gwellaat anaoudegezh ar glad sevenadurel dizanvezel war e diriad. Labourat a ra ivez evit kreñvaat identelezh e diriad gant oberioù adsevel ha n’int ket troet war-du an amzer dremenet, hag en ur ambroug ha kenurzhiañ an intrudu lec’hel.

« Abaoe kantvedoù o deus ranket annezidi ar Mor bihan en em azasaat ouzh o ziriad hag ouzh danvezioù mor anezhañ evit gellet implijout anezhe, hag int ha stummañ an dremmwelioù e-giz-se. Don eo al liamm etre mab-den hag ec’h endro. Soñjomp er merdeiñ, el labour-douar, er c’hreginerezh, er milinerezh… »a zispleg Morgane Dallic, karget a gefridi evit talvoudekaat ar glad sevenadurel er PNR. « Soñjal a reomp er glad sevenadurel dizanvezel dre sell an endro. N’eo ket hor pal santualekaat ar pezh a veze graet gwechall, met liammañ en-dro an obererezhioù ekonomikel-se ouzh implij danvezioù a-vremañ war hon tiriad ne lavaran ket. Dedennet omp gant an emdroadurioù sokio-ekonomikel ha gant disoc’hoù ar pleustr-se war an endro ».

E-touez ar chemet treuzkaset a rummad da rummad e c’haller menegiñ hini an treuzerien a ra war-dro an treizh, ar piloreta hag ar gwinierezh. Ar piloreta a veze graet er penn-kentañ war droad, abaoe milvedoù, gant maouezed ha bugale evit debriñ. Aet eo war vicherelaat tamm-ha-tamm e-kerz ar bloavezhioù 1990 gant diorren souezhus ar pelurenn-Japan. Ar pesketaerezh micherel-se a vez graet war-droad : e sec’h war al lec’hidegoù pe en ur splujañ, met ivez war vourzh ur vag en ur implijout ur ravanell. Digreskiñ a ra pleustr ar piloreta, abalamour da zigresk an danvezioù ha d’an niver a besketaerien, met chom a ra bev treuzkas ar chemet-se. « Merkañ ar pilored a chom ur vicher arouezius hag ur pleustr a zouj ouzh an endro : un dalvoudekadur ekonomikel ».

Dirak dalc’hoù zo e rank ar micherioù mont war ziorren pe mont da get. E-giz-se emañ evit gwinierezh gwenn gwinieg Rewiz, bet skoet gant ar filoksera adalek 1903. Evit degas d’ar soñj, distrujet eo bet ar gwini Breton gant an oïdiom e penn-kentañ ar bloavezhioù 1860 hag en he flas eo bet lakaet ar Folle-Blanche B. Ur pourvezer a-bouez eo bet gwinieg Rewiz evit ar strilherezhioù e bro Bourdel hag e bro Charente p’eo bet skoet gwiniegi Bourdel ha Kognak gant ar filoksera en 1866 ha 1872. Gwechall, e Sarzhav, e veze strilhet alkooloù ar vro : gwin-ardant Rewiz, Kognak Rewiz pe Fine Champagne Rewiz. Hiziv eo kreñv ar youl da dalvoudekaat an hir a dremened gwinierezhel-se, hag en deus merket dremmwelioù, ekonomiezh ha sevenadur ar vro, gant raktres kumun Sarzhav evit adplantañ gwiniegi.

Dav eo talvoudekaat an dachenn naturel bresk hag annezet-se, ha pouezus eo kreñvaat luskoù an dud o vevañ enni en ur ziwall ouzh an dremmwelioù. Gwarantiñ e c’hallo bezañ gouzañvadus diorren an tiriad eo ur briorelezh. Evit kement zo e rak ar politikerezhioù foran bezañ kempoell an eil gant egile, deus labour aozañ an tiriad betek mirout ha merañ ar glad, en ur chom poellek diwar-benn an diorren padus, ar gwareziñ, ar saveteiñ hag al labour gwellaat war ar bioliesseurted, kalite an dour… Evit ar PNR eo kement a glaoustre tro-dro d’an endro hag obererezhioù micherel ha dudiañ a rank bezañ kemeret e kont hag aozet an eil hervez egile. Menegomp ar pesketa war droad : « Gant al lec’h pesketa brasañ e Bro-C’hall, hag ur miliad a besketaer e-pad ar memes deiz, war ar vro, e rankomp treuzkas ar pleustroù mat » a zispleg Morgane Dallic.
Ar PNR a zo aketus da-geñver talvoudekadur an doareoù-labour, an obererezhioù hag ar chemet a ziwall ouzh merañ padus an danvezioù, ha kinnig a ra ul label d’an embregerezhioù vertuzus : « merk Park, label gwellentez ».

Bresk eo ar bioliesseurted war an tiriad maezioù ha mor-se, ha diskouezet eo gant arouez ar marc’h-mor, bet dibabet gant ar PNR evit taolenniñ e dalvoudoù hag ec’h obererezhioù. Kizidik eo ar marc’h-mor ouzh kalite an dourioù hag hini geotaouadoù ar pradeier dindan mor er Mor-Bihan, az a diouzh an obererezhioù war an douar : « Hemañ a vev er mor bihan hag eñ da vezañ e dalc’h ar maguzennoù degaset deus ar c’hevandir. A-builh e veze kavet gwechall met hiziv e vez raloc’h-ralañ. Aroueziañ a ra pegen hollret eo gwareziñ ar Mor-Bihan » a lavar ar gargadez a gefridi.

Christine Barbedet – miz Ebrel 2016