Kanañ

En 1839 eo bet embannet ar Barzaz-Breiz, anezhañ un dastumad kanaouennoù dastumet, troet ha notennet gant Bezkont Kervarker. Un degemer mat he deus an oberenn, e bro-C’hall kement hag en estrenvro. Met en 1967 e sav un tabut tro-dro da wirionded an danvezioù dastumet. Ur c’hantvet war-lerc’h eo bet prouet e oa bet dastumet mat al lodenn vrasañ eus danvezioù ar Barzaz-Breiz gant Kervarker, a-drugarez da studioù an etnologour Donatien Laurent war e garnedoù, ha diskouezet eo bet en doa Kervarker adstummet an danvezioù hervez doareoù embann an 19vet kantvet.

Kenderc’hel war Bécédia