Kontadennoù ha mojennoù
« An dielloù miret ha lakaet da dalvezout ganeomp a ro d'anavezout ul lodenn eus glad etnologiel Breizh : ar sonerezh, ar c’han, ar c’hontadennoù, ar yezh, an etnolouzawouriezh. An ensavadur nemetañ gouestlet hepken d’ar glad poblek ha d’ar sevenadur dre gomz hengounel eo Dastum. Ar sevenadur-se a oa, kant vloaz zo, hini 80% eus ar boblañs, na oa ket bet skoliataet e-pad pell. »
rener Dastum
Eus an hini a ro un ton da ganañ pe da son betek an arzour awenet gant ar sonerezh hengounel eo deuet ar pellgargañ tonioù war-eeun war un hezoug da vezañ boutin. « Kinnig ur c’hod moned en deus kemmet penn-da-benn mont-en-dro Dastum abaoe 2013. Bremañ e c’hell n’eus forzh piv, war-bouez paeañ ur skodenn evit lakaat e anv, kaout un anaouder hag ur c’hod a ro ar gwir dezhañ da implij war-eeun an darn vrasañ eus hon dielloù, » eme Gaëtan Crespel, rener Dastum, pal ar gevredigezh a zo saveteiñ, strollañ ha skignañ glad komzet Breizh istorel.
An hollad enrolladennoù-se, niverelaet pe war niverelaat, a zo al labour dastum kaset da benn abaoe ouzhpenn 50 vloaz gant tud entanet, mennet da reiñ buhez d’ar glad komzet, kontet, kanet pe sonet. Dastum zo bet krouet e penn kentañ ar bloavezhioù 70 diwar kejadenn dastumerien ha sonerien war glask tonioù ha sonioù. A-drugarez d’ar sonenroller oa bet posupl kas da benn an dastumadegoù.
Tamm-ha-tamm ez eus bet ouzhpennet filmoù, skeudennoù, dielloù sonerezh ha zoken bremañ enklaskoù etnolouzawouriezh. « N’eur ket evit tremen hep Dastum evit a sell ouzh ar yezh, gant da skouer dielloù ar radioioù e brezhoneg, » eme ar rener.
Ur skouer all : mennet da greskiñ an dielloù war tem ar festoù-noz he deus ar gevredigezh dastumet ouzhpenn mil skritell a ziskouez liesseurted eztaol ar gouelioù en ur sevenadur hengounel bev. Un obererezh kaset da benn gant ar pal lakaat ar fest-noz war roll glad dizanvezel Mab-den an UNESCO. An enskrivadur-se, deuet da vat abaoe ar 5 a viz Kerzu 2012, a ziskouez pouez labour ar rouedad emañ Dastum ennañ hag ar polioù kenstag gant ensavadurioù sevenadurel kevredet.
« Ur c’hevread eo Dastum, » eme ar rener. Kevreañ a ra kevredigezhioù dizalc’h an eil diouzh eben, deuet da vezañ polioù liammet kenetrezo, a gas da benn palioù boutin. Nav fol a zo, digoret gante da skouer « lec’hioù enklask » enlinenn dielloù Dastum, aozadurioù all o deus graet ar memes tra. Menegomp ar skolioù sonerezh, ar bagadoù, mediaouegoù, skolioù-meur evel hini Roazhon 2 pe hini Harvard e SUA.
Evit talvoudekaat an traoù dastumet ez omp kroget da embann un 40 vloaz zo. Ar son a gaver e kement stumm a zo ’vez embannet e dastumadegoù, gant ar pal dizoleiñ an arzourien hag o danvez, un teroer, ur pleustr sokial pe begon ar c’han hag ar sonerezh a-vremañ. Gouestlet eo da skouer an dastumad Patrimoine oral de Bretagne, ur c’henlabour etre Dastum, ar CRBC, Kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek (KEBK) hag ar PUR, Presses Universitaires de Rennes, d’an testennoù pe dielloù diembann pe diaes da gavout, d’al labourioù pe dastum heverk.
Bep tri miz ivez e vez embannet ar gelaouenn Musique bretonne a ziskouez pinvidigezh glad sevenadur ur vro digor war sevenadurioù all.
« Treuzkas eo ar pal kentañ ; laouen omp o rentañ d’an dud ha d’an takadoù bro ar pezh zo bet krouet ganto, ha keñveriañ anezho gant gladoù all, ar sevel tiez da skouer. Ur benveg eo an dielloù, ket ur pal ! » eme Gaëtan Crespel evit klozañ.
Christine Barbedet – miz Ebrel 2016