#

Dañs

#

Dañs

« Hor c’harg n’eo ket kavout a-walc’h ar pezh a vez graet hiziv an deiz, frouezh an dek bloavezh diwezhañ-mañ, met gouzout ar pezh a c’heller ober hiziv evit ma talc’ho hor sevenadur en e sav ha ma chomo bev, arnevez ha rannet. »

Philippe Ramel

prezidant kelc'h keltiek Roazhon

KEFRIDIOÙ

« E korolloù Breizh ez eo ur jestr sevenadurel kerkoulz ha kevredigezhel ar jestr arouezel-se : kemer an eil egile dre an dorn, pakañ krog an eil en egile, e ster reizh ar ger, ur jestr kevredigezhel a verk penaos e vever a-gevret, un doare d’en em anavezout ». Ur sell dengarour, maget gant pevar dekvloaziad tremenet e-barzh Kelc’h keltiek Roazhon, a zo ivez hini ar c’hadoriad evel hini skipailh ar gevredigezh.
« A-raok da se, e-pad ar pezh a veze anvet ganimp hon « diskouezadennoù », hag en ur ludresadenniñ, en em ziskouezemp d’an arvesterien en ur lakaat war wel hor boa ar gwiskamantoù kaerañ, ar c’horolloù kaerañ hag ar pennadoù sonerezh kaerañ… En deiz a hiziv e teuomp gant hor « barda » met en ur ober ar goulenn : « Ha c’hwi, petra hoc’h eus da ziskouez deomp ? ». Ur gejadenn kenlodennet ez eo bremañ a vez kaset war-raok, ma teu da vezañ aktourien hag aktourezed enni ar re o deus hor pedet ». Ha da ouzhpennañ : « Mar fell deomp o defe an dud a gejomp ganto un dudi bennak evit ar pezh a zougomp, ez eo ret d’an nebeutañ kaout an hevelep emzalc’h evit ar pezh a zougont ! ».

Ur bleustradeg war ar c’hrampouezh a c’hell dont da vezañ evel-se un digarez da eskemm war an doareoù-ober. « Hor perzh dibar eo an ed-du, hag ar pezh a zo kumun deomp eo e vez ront bepred ar c’hrampouezh. E broioù all e vez graet gant maïz, riz… Un nem, daoust ha n’eo ket ur grampouezhenn bouetaet ? » a zispleg ar c’hadoriad a verk evel-se ar blijadur en devez pep hini o kenlodennañ ar mil bennak a zoareoù da fardañ ur grampouezhenn.
Ur skouer all : da geñver sizhunvezhioù yezhoù Breizh, « Sizhunvezh ar brezhoneg » pe « La Smenn du Galo – Sizhunvezh ar gallaoueg », e kinnig ar c’helc’h ketliek ur prantad abadennoù dibar er skolioù : « Bodañ a reomp ur pergont bennak a gomzerien yezhoù disheñvel evit aozañ daoudaoù gant ur c’homzer brezhoneg pe gallaoueg. Mar fell deomp lakaat yezhoù Breizh da vezañ anavezet e rankomp ivez anavezout yezh an oberourien all war hon tachennad. »

Kroget eo bet kement-se da vezañ anavezet e-kerzh ar bloavezhioù 2000 gant al lañs roet d’ar sizhunvezh sevenadurel, Sevenadur. « Gant un niver bras a stalioù-labour e diabarzh ar c’helc’h keltiek n’en em anaveze ket an dud ennañ hon eus divizet paouez gant hon obererezhioù e-pad ur sizhunvezh. Fellout a rae deomp reiñ an tu d’an izili da gejañ an eil gant egile, evit ma c’hellfe da skouer un akordeoñser ober ur poent bennak a vroderezh, pe ma c’hellfe ur broder seniñ un tamm akordeoñs » a zispleg ar c’hadoriad. En degouezh-se e ped ar c’helc’h keltiek kevredigezhioù all evit kinnig doareoù liesseurt eus ar sevenadur, brezhonek ha gallaouek. Diouzh ar youl diabarzh-se da gas war-raok ar c’hensevel en obererezhioù ar c’helc’h eo bet diwanet ar sizhunvezh sevenadurel anvet Sevenadur, e penn kentañ gant ur werz kanet ha forom ar sevenadurioù e koc’hu Martenot. Bremañ ez eo ur c’henlabour gant un tregont bennak a gevredigezhioù, gwerenn-stal evit pezh a sell ouzh an eskemmoù sevenadurel maget gant sevenadur Breizh.

« Sevenadur Breizh da zont warc’hoazh eo an hini a saver hiziv an deiz, hag ar c’hendiviz dresevenadurel zo deuet da vezañ kalon an traoù. Ret eo deomp sammañ sevenadur Breizh en obererezhioù ar c’harter en ur dalvoudekaat ar gouiziegezhioù ha skiant-prenet ar re a zo o chom er c’harter-se. Ne c’heller ket ken en em soñjal pep hini en e gorn pa vez komzet eus sevenadur Breizh, hag he deus gouezet bepred en em intrañ gant sevenadurioù all. Gallout a reomp degas hor skiant-prenet sevenadurel e stern al liesseurtegezh sevenadurel. »
Un doare-ober levezonet don gant mennozh ar PCI hag hiziv an deiz gant ar « gwirioù sevenadurel » evel ma vezont disklêriet el lezenn NOTRe. « Ret eo deomp-ni, kargidi eus ar sevenadur, bezañ mestr war ar mennozh-se evit ober anezhañ hon danvez ».

Dre ar gudenn-se a-zivout ar glad sevenadurel ha dizanvezel-se e vez lakaet war wel kraf an treuzkas : « Penaos ober evit m’en em santfe Breizhiz ar vugale a vez ganet hiziv e Breizh hag evit m’en em santfent mat a-benn ugent vloaz… ». Hag ar c’hadoriad da ouzhpennañ : « Peseurt benveg ez omp galvet da lakaat e pleustr evit treuzkas hor glad, da lavarout eo en anavezout, en klevout, e doare ma c’hellfe pep hini kavout e lec’h ennañ ? ».
Mar domp krog da brederiañ war digoridigezh e Roazhon ul lec’h nevez evit ur sevenadur breizhek lodennet, e oamp bet krog endeo e-kreiz ar bloavezhioù 2000 da brederiañ war ar pezh zo d’ober evit ar re yaouank, pa oa bet gopret an implijadez kentañ war ar c’henurzhiañ, ha goude-se krouet ur post-labour buheziñ-hanterouriñ. Un ahel kreñv evit ar c’helc’h keltiek eo an obererezhioù kizidikaat war-du ar re yaouankañ. Buhezadurioù kaset war-raok e stalioù-laour e-maez ar skolioù ez int, graet war amzer kreisteiz pe en abardaez abaoe ur pemzek vloaz bennak. Stalioù-labour dizoleiñ kaset da benn el liseoù ha skolajoù zo ivez, pe ebarzhet er raktresoù skol. Menegomp c’hoazh an devezhioù sevenadurel aozet e stern Yaouankiz, ar stal-labour sizhuniek Kiffe ta Breizh. Menegomp ivez ar c’hamp-hañv e brezhoneg evit ar vrezhonegerien ha brezhonegerezed yaouank eus 12 da 16 vloaz, evit o c’hizidikaat war ar sevenadur gallaouek.

Un dremm all c’hoazh eus sevenadur Breizh, ar Fest ’n Breizh, ur fest-noz bloazhiek aozet evit studierien gant studierien. Ur c’henlabour eo, renet gant an IUT micherioù sokial, diwanet diwar ur gejadenn tost da zek vloaz ’zo. « Ur studierez yaouank an hini eo, c’hoant ganti lakaat da anavezout sevenadur Breizh, ha hi koulskoude hep en anavezout hec’h-unan, a ginnigas deomp ober he staj ganimp. He lezet hon eus d’ober pezh a gare. Gwelet hon eus bet tud yaouank n’hor bije gwelet kammed a-hend-all ». Ar raktres-se a ya war-raok bepred, gant ur perzh dibar : pep stajiad a glask unan all en e lec’h evit an abadenn da zont. Un doare all c’hoazh evit treuzkas…
Ur gwir da arnodiñ eo, a vez goulennet groñs gant ar c’hadoriad. Menegomp krouidigezh Astour, « ur gompagnunezh a arz poblek e Bro-Roazhon ». Ar c’helc’h keltiek, ezel eus ar c’hengevread Kendalc’h, a gemer perzh er c’henstrivadegoù aozet gant hemañ. An hevelep tregontad a zañserien hag a sonerien a oberata e-barzh ar gompagnunezh, en ur stumm dieupoc’h. « Gant Astour e kinnigomp ur stumm kabared ma teu an dud evel en un davarn en un aergelc’h gladel. An hevelep gwiskamantoù evel an dud pedet a zougomp hag hor gwiskamantoù hengounel zo douget gant diskouezerezed-giz, un doare eta da ziskouez e vevomp astour – à c’t’heure –, en amzer a-vremañ… »
Ha Philippe Ramel da glozañ : « En em gavet omp en ur c’hroashent. Sevenadur Breizh hiziv an deiz n’eo ket hepken evit an dud o deus ur « c’h » en o anv familh… Sevenadur Breizh hiziv eo hoc’h hini, hon hini, an hini a savomp a-gevret ! ».

Christine Barbedet – Miz Ebrel 2016