Sonadeg
« Sonerezhioù pobl int, met pelloc’h e ya... dibaboù arzel ur sonerezh a ya da gerc’hat sonerezhioù ar bed ha reoù ar vro, sonerezhioù a-vremañ a ya da gerc’hat o identelezh e chidhouarn ar sonerezhioù hengounel… »
E 1998 o doa divizet Bertrand Dupont, kuzulier arzel, ha Cécile Borne, korollourez hag arzourez-neuziañ, gwriziennañ o raktres buhez sevenadurel e Kreiz-Breizh. Deuet eo tavarn‑leti‑preti Langoned da vout La Grande Boutique, « gwaremm arzel ». Raktresoù teir gevredigezh a veze degemeret eno da neuze : reoù ar gompagnunezh korollerezh Aziliz Dañs, kevredigezh ar gouel war-vale Dre ar Wenojenn, DAW, hag AMAB Ton All Produktion, kompagnunezh produiñ gouestlet d’ar sonerezhioù a-vremañ e Breizh.
Cheñchet mat an traoù un ugent vloaz war-lerc’h, pa n’eus ken eus an div gevredigezh kentañ. Bremañ eo perc’henn skipailh La Grande Boutique war ul lec’h zo deuet da vout ur greizenn krouidigezhioù sonerezh pobl e Kreiz-Breizh. Ul leurenn feuriet hag a « labour da lakaat da gejañ arzourien ar vro gant arzourien sevenadurioù all ar bed, en ur dalvoudekaat ar c’hrouidigezhioù sonerezh arzel ».
Gant Bertrand Dupont, rener La Grande Boutique, eo kaset war-raok ar raktres arzel, hag aet eo pell a-walc’h. « Ur raktres estlammus eo, ha n’en deus ket e bar e bro-Frañs, rak amañ e ambrougomp penn-da-benn an arzourien o krouiñ sonerezhioù a-vremañ diwar sonerezhioù hengounel. ». Resisaat a ra Bertrand Dupont : « Liammet strizh eo ar raktres-mañ ouzh ar gompagnunezh produiñ sonerezh AMAB Ton All Produktion. Ambroug an arzourien a zegemeromp amañ en annez evit o c’hrouidigezhioù, aozañ un droiad evito, enrollañ anezho, aze emañ pal ar framm renet ganin ». Ouzhpennañ a ra : « Merour on ivez, ha nann-goprad, eus Innacor Records & Booking, al label bet savet gant Jacky Molard hag Erik Marchand, gant ar pal skignañ sonerezh a-vremañ e Breizh ». Al label, koulz hag an ti-produiñ a zo e framm raktres arzel La Grande Boutique. Da skouer ar grouidigezh Ceòl Mòr gant Patrick Molard hag e sonerien binioù bras er stumm orkestrel, en diskar-amzer 2015, evel ma resisa Bertrand Dupont.
Daoust d’al lañs gant e raktresoù e verzh Bertrand Dupont an diaesterioù a chom da broduiñ ha da skignañ ur sonerezh dibaot hag espar. « Koustus ha bresk eo, rak luzietoc’h-luzietañ eo kavout ken-broduerien ha ken-skignerien », eme c’hoazh Bertrand Dupont. Lakaat a ra war-wel pegen pouezus eo reiñ ul label d’al lec’hioù krouiñ hag arnodiñ, evel hini Langoned, evit ma vefe savet ur sinergiezh etre an obererien. Ur gudenn all a chom : lakaat an abadennoù hag an arzourien da dreiñ dre ar bed, pezh a zo diaes a-walc’h dre ma ranker kaout ur viza da bep hini, eme c’hoazh ar rener.
Gant an holl produksionoù-se e vez maget ul lusk en dachenn-se a Greiz-Breizh. Hag e 1997 e oa e diwar-bouez DAW : ur gouel kentañ a ginnige un tregont abadenn bennak, e-doug daou viz, ha gant un tregont bennak a gevelerien. Hag hiriv eo La Grande Boutique hag e gevelerien a ginnig ur programm diouzh ar mare-bloaz, war ar bloavezh a-bezh : « Le Plancher, ul leurenn e Kreiz-Breizh ». Ul leurenn war-vale war un dachenn a c’hell desachañ ar 100 000 bennak a dud o chom enni, e lec’h en em gav tri departamant, gant arvesterien feal met ivez arvesterien nevez. Ar roll abadennoù-se, kreizennet war an tiriad, a c’hell tennañ gounid eus skoazell ur rouedad kevredigezhel startijenn ennañ, daoust ma vank ingal a-walc’h lec’hioù evit degemer an arzourien war un ton dereat a-walc’h. Paket gant ar soñjoù-se e ouzhpenn Bertrand Dupont ur preder nevez : « Ur raktres a vefe treiñ sal-dañs gozh La Grande Boutique en ur sal abadennoù 300 plas enni, en ur virout ar plañchod, evel-se e vefe talet ouzh ezhommoù tud ar vro ».
Ul lodenn all, ha n’eo ket ken anavezet an obererezh sevenadurel war-zu yaouankizoù an tiriad. Obererezhioù « Sonerezh ar bed », kinniget d’ar c’humunioù evit ar mareoù obererezhioù tro-skol da skouer. « Mod-all e kinnigomp 3 arvest hag a ro tro d’an arvesterien yaouank da vevañ ur prantad dibar a-drugarez da sonerezhioù pobloù ar bed. Un hentenn sevenadurel ha geopolitikel a ginnigomp aze », a zispleg deomp ar rener. Div wech ar bloaz abaoe pemp bloaz e vez embannet kelaouenn sevenadurel al Leurenn, Kreizy Breizh, diwar pezh a zo lakaet war-wel gant skolajidi ha liseidi pedet hag o c’helennerien, ur c’hazetenner, ul luc’hskeudenner. « Dre ar gazetenn-se e lakaer war-wel pezh zo bet un ur gwir zizoloadenn evit tud yaouank zo n’o doa morse gwelet ur sonadeg », eme c’hoazh Bertrand Dupont.
Hervez an arzourien a vez pedet hag ar gevelerien bennañ evel DROM hag Erik Marchand e vez aozet kentelioù mistri gant skolioù sonerezh ha pleustradegoù foran. Degouezhioù a‑zoare a zeu war wel : « Gant ar soñj sevel kronikennoù radio gant ar re yaouank emaomp, skignet e vint war ur web-radio, gant skoazell Antoine Chao, sevener an abadenn « Là-bas s’y j’y suis » gant Daniel Mermet war France Inter. Deuet e oa da ginnig ur grouidigezh son savet diwar sonioù ha sonerezhioù emgannoù ha stourmoù, bet dastumet e-doug meur a vloaz a reportajoù », a resisa Bertrand Dupont.
Gouzout a oar ivez e c’hello tennañ gounit eus ur rouedad bet staliet e-doug bloavezhioù. Menegomp an emgav gant Françoise Degeorges, kelaouennerez e France Musique, sevenaerez an abadenn Couleurs du monde en doa lakaet da zont da wir ar gouel gant an anv-se. Ur gouel war pevar devezh evit lakaat war-wel hentennoù divoaz, gant un dek bennak a strolladoù o tispakañ o arz dirak ur mil bennak a arvesterien : « A-ratozh hon eus dibabet ur roll abadennoù a bik ar galon, gant un niver bihan a‑walc’h a arvesterien, evit ma chomfe tost an arvesterien, dezho da c’hellout klevet eus ar gwellañ … », eme c’hoazh Bertrand Dupont.
Hag evit klozañ : « Amañ, war leurenn La Grande Boutique e kinnigomp krouidigezhioù lañsus, dre nerzh ur roll abadennoù diouzh ar mare, gant obererezhioù sevenadurel war an tiriad, a c’hell magañ ar monedoneoù etre amañ, lec’h all, hag ar bed. Pezh a ra e vefe hep par hor raktres, pezh a ro tro deomp da gaout ur sell nevez war ar grouidigezh a-vremañ e Breizh… ».
Christine Barbedet – miz Ebrel 2016