#

Etnoekologiezh

#

Gouiziegezh ar medisinerezhioù hengounel

#

Gouiziegezh ar struzh

#

Etnoekologiezh

#

Gouiziegezh ar medisinerezhioù hengounel

#

Gouiziegezh ar struzh

« Evit ober enklaskoù etnolouzawouriezh e ranker mont don da glask an anaoudegezh war ar maez. Komz eus an natur a zo komz eus ar gevredigezh, evel efed ur melezour. »

Laurent le Gall

etnoekologour hag etnolouzawour

KEFRIDIOÙ

« Abalamour d’al liamm etre ar Vreizhiz hag ar plant ez eus diwanet gouiziegezhioù a bep seurt, betek nevez zo. Hor c’hevredigezhioù kornôgat o deus torret o liamm gant an natur ha dre se eo fallaet an traoù gant liesseurted ar vuhez hag aet da get anaoudegezh ar bobl war ar plant », eme Laurent Le Gall, arbennigour war an etnolouzawouriezh hag an etnoekologiezh. Ul labour enklask a gas da benn en ur studiañ al liamm a zo etre tud ar vro hag ar plant, an implij a reont anezho hag an doare ma welont anezho.

Tostaet e oa an etnoekologour Laurent Le Gall ouzh an etnolouzawouriezh p’en doa en em gavet gant un etnofarmakologour en Amerika latin. Divizout a reas distreiñ d’ar vro da gas e studioù da benn. Abaoe e lak da vont en-dro e Breizh a-bezh ur « mekanik da bunañ an amzer » a-raok na vefe aet ar vuhez war ar maez da get da vat. Ar c’hemmoù-se a grogas adalek ar brezel 14 ha meur a abeg zo dezho. D’ar c’houlz-se eo e krogas an dud d’ober gant an traktor hag ar rotovator, penn kentañ ar paotr-saout dredan eo ivez. Aroueziek eo ar ger a reer gantañ e brezhoneg pobl : paotr-saout. « Ar skloturioù o deus merket fin ar mare ma prene skiant ar vugale a vaesae ar saout er parkeier », eme an etnolouzawour.

Dre studiañ stervaoù geriaoueg an douaroù, an tachennoù, al lanneier, ar c’hoadoù, ar fraostegi… e c’hell un etnolouzawour dielfennañ mont en-dro ar boudoù-bev en ur gevredigezh bennak ha, da c’houde, kompren aozadur ar gevredigezh hec’h-unan, evel gant skoazennoù greunvaen Bro Fañch lec’h m’emañ o chom : « E brezhoneg ar vro e talv fagn kement ha kramenn, fagnous kement ha feneant ha fagnach kement ha fraosteg. » Ar memes framm steroniel a c’hell plediñ gant un dachenn n’eo ket bet gounezet hag unan bennak na brodu netra : « Kement-se a ziskouez splann an enebiezh etre al leziregezh hag al labour. Da lavarout eo e c’hell ur feneant lakaat ar c’hempouez sokial en arvar. Pa vez urzhiet an natur e vez urzhiet ar gevredigezh ivez ! », eme an etnolouzawour da glozañ.

Gant mousfent ec’h anzav Laurent Gall ez a da gerc’hat an danvez-se « e-touez al linad ». Evit kas al labour-se da benn e rank ar re a oar kaout fiziañs en dastumerien rak alies-mat ne ouzont ket na pegen talvoudus eo o gouiziegezh. « Eus ur familh peizanted eus an eil rummad on, hag emaon o chom er gumun lec’h on bet ganet. Ma zad-kozh a oa koulz lavarout an hini nemetañ a ouie eus an traoù-se ».
Aesoc’h eo neuze evitañ skoulmañ darempredoù gant an dek den bennak en deus goulennataet. « N’hellfen ket kas ma enklaskoù war-raok ma ne gomzfen ket brezhoneg ar vro gant an dud-se. Dre gomz o yezh kentañ outo e c’heller lakaat ar gaoz war ar plant ha dre se, kompren penaos eo maget o spered hag o freder gant ar brezhoneg ».

Ar pal n’eo ket resteurel gouiziegezhioù a-bezh, n’eus ket ezhomm ken abalamour m’eo disheñvel-krenn an endro sokial, eme Laurent Le Gall : « O dastum a glaskomp ober da gentañ penn, evit meizañ al liested az a d’ober anezho ha kas ul labour dielfennañ etnologel evit digeriñ ar speredoù war liested ar gouiziegezhioù poblel naturelour-se ». Fellout a ra d’an etnolouzawour daskoriñ ar gouieziegezhioù-se d’an dud o deus o broduet hag o zreuzkas d’ar rummadoù a zeuio war-lerc’h. Un doare da ziskouez d’an dud implijoù disoñjet ar plant : « Adenvel ar plantennoù zo un doare da zeskiñ doujañ outo. Cheñch o darempred gant an natur a ra d’an dud cheñch savboent ».
Herborescence zo ur gevredigezh a ra he hent e kreizig-kreiz an darempredoù tost a zo etre an natur hag ar sevenadur, en ur groaziañ naturelouriezh, sokiologiezh hag arz. Obererezhioù sevenadurel liammet ouzh an endro a vez kinniget gant ar gevredigezh, ma kemer perzh enno Élise Trochéris, sirkasianez, un arzourez-sirk arbennik war an dañs en aer. War an dachenn e vez kinniget tro-ha-tro ar plant, o endro ha prantadoù dañs ha sonerezh : « Ur valeadenn da ganañ meuleudi d’an natur », eme Laurent Le Gall.

Christine Barbedet – miz Ebrel 2016