#

Fest Noz

#

Festival

#

Sonadeg

#

Fest Noz

#

Festival

#

Sonadeg

« Ar gouelioù ha festivalioù a zo elfennoù ha ne c’haller ket tremen hepte e-barzh an ekosistem breton, ken pinvidik ha lies ma ‘z eo. Dre an holl darvoudoù-se e vez roet da welout, da glevout ha da vevañ ur glad dizanvezel a zo diskouezet an holl stummoù anezhañ, evit tud deuet deus Breizh ha deus lec’hioù all. »

Benjamin Dumez

Kasour Kenurzhier Gouelioù Breizh

KEFRIDIOÙ

Darvoudoù holl-vrudet evel « Gouelioù Etrekeltiek an Oriant », « Gouelioù-meur Kerne » e Kemper, « Les Celtiques » e Gwenrann… pe c’hoazh emgavioù bihanoc’h evel « Merc’hervezhioù Kelt » en Erge-ar-Mor, pe en Thabor e Roazhon… pe c’hoazh e « gouel ar c’hrampouezh » e Gourin pe « an Anduilh » er Gemene… da lavarout eo, ur 80 gouel ha gouel-meur sevenadurel a Vreizh bennak en em gav e lec’hienn kenrouedad internet Gouelioù Breizh ha war ur pleg-follenn boutin etrezo embannet 300 000 skouerenn anezhañ.
Diazezet eo bet Kenvodad Komiteoù Gouelioù Gwerin Breizh e 1967, e bal o vezañ « […] kendastum gouelioù ha gouelioù-meur hengounel dre Vreizh, kevreiñ anezho, selaou anezho ha skoazellañ anezho dreist-holl gant un deiziataer da vrudañ abadennoù an izili hag o zreuskas d’an dud dre-vras », hervez statudoù ar c’henvodad. Kement-se lavaret, kement-se graet hag a chom gwir : « Bez’ ez eo hor c’hefridi brudañ sevenadur Breizh, forzh peseurt doare arz a vije, eus Breizh ar pemp departamant, met ivez aliañ hon izili. », eme Benjamin Dumez, kasour ha kenurzhier Gouelioù Breizh.

Un daou-ugent kevredigezh bennak a aoz ur pevar-ugent darvoud bennak, e-kerzh an hañv, a vez sikouret gant Gouelioù Breizh. Evit dont da vezañ ezel e vez ret diskouez kaout ur spered breizhat, hag embann e klasker dre an darvoud-se diskouez an tu mat eus sevenadur Breizh hag ivez en ur badout ouzhpenn evit un devezh. Bep ma klask ur gevredigezh dont da vezañ ezel e vez studiet ar goulenn gant ar c’huzul-merañ. Ur wech degemeret, e rank ar gevredigezh nevez paeañ he skodenn a zo div lodenn enni, unan difiñv hag unan fiñvus hervez an niver a vagadoù hag a gelc’hioù breizhek implijet e-kerzh ar gouel, ar pezh a oa bet votet sklaer pa oa bet savet ar c’henvodad, pe a zo nevesoc’h, hervez budjed pep gouel-meur.
Ur wech degemeret er strollad kenvodet, e vo roet dezho binviji brudañ o gouel pe gouel-meur dre ar c’henurzhiadur hag an deiziataer, met ouzhpenn gant skoazell alioù lezennel kinniget gant ur burev avokidi arbennikaet paeet gant ar c’henvodad. « Kefridi hon eus da vuhezekaat rouedad an izili dre ginnig dezho heuilh ar c’heleier a zere ouzh ober pep kevredigezh, al lezennoù nevez da gentañ hag ivez studiañ doareoù an stroll an arvesterien dre aozañ sontadegoù », eme ar buhezour-kenurzhier.

Ur wech ar bloaz e vez bodet an aozerien gouelioù ha festivalioù gant ar c’henvodad evit stadañ ar c’houlzad echuet hag e-giz-se, sevel kinnigoù hag erbedadennoù nevez.
Ur pal all evit Gouelioù Breizh : kas war-raok ar strolladoù barrek nevez war al leurenn sevenadurel vreizhat, en ur gizidikaat hec’h izili «war ar redi da grediñ en o frogrammadur », met ivez en ur ziorren an intrudu e-keñver ar yaouankiz : kenstrivadeg rannvroel sonerezh Breizh etre-liseoù e Lannuon. Gant an darvoud-se e vez roet tro d’al liseidi yaouank da ziskouez pegen dedennet int gant sevenadur Breizh, en ur dremen dre ar sonerezhioù a-vremañ hag o strolladoù sonerezh. Al loreidi a c’hall mont d’ober un droiad a seizh deiziad er festivalioù ha tremen un devezh masterclass kaset gant sonerien·ezed a-vicher. Stag ouzh goulenn an amsav arzel e kaver ur brederi bras e-keñver treuzkas sevenadur Breizh ouzh ar yaouankiz. Ne c’hall bezañ treuzkaset nemet m’eo bev war al leurenn kement hag er vuhez pemdez. Aozerien a-youl vat, kevelerien gevredigezhel pe danvez arzourien, labour pemdeziek Gouelioù Breizh eo ambroug, skoazellañ ha talvoudekaat an arzourien a ra hag a raio startijenn ha nerzh al leurenn sevenadurel vreizhat hiziv hag arc’hoazh.

Christine Barbedet – miz Ebrel 2016