#

Gallaoueg

#

Gallaoueg

« Ret eo deomp kenderc’hel da zastum memor an dud, kenderc’hel da stummañ ha da dreuzkas, en ur dalvoudekaat an holl doareoù ezteurel dre gomz evit prientiñ ar rummadoù da zont. »

Bernard Hommerie

Ken-brezidant La Bouèze

KEFRIDIOÙ

« Ouzhpenn tregont vloaz zo bremañ emañ La Bouèze o labourat evit ma vefe miret had advuhezekaat ar sevenadur pobl e Breizh-Uhel, ur skeudenn gaer a zo douget gant ar gevredigezh », a zispleg Bernard Hommerie, bes-prezidant ar framm. Ur redi eo bet evit an hini a oa bet en e benn-kentañ reiñ ul lañs nevez d’ar raktres kevredigezhel, pa veze La Bouèze o tremen ur prantad diaes, tro ar bloavezhioù 80. D’ar c’houlz-se e veze c’hoazh un toullad mat a sonnous d’bouèze (sonerien akordeoñs) war ar maez en hanternoz Il-ha-Gwilen. E 1979 e oa Yves Defrance, kelenner war ar sonerezh e Sant Malo o tastum tonioù digant ar sonerien violoñs diwezhañ. Sevel a rae ar gevredigezh La Bouèze gant Daniel Thénadey ha Michel Meunier. Diouzh e du e veze Pierrick Cordonnier o tastum sonerien bro Elvinieg, hag o kejañ gant Bernard Hommerie, prezidant kleub ar re yaouank e Sant-Brizh-Gougleiz. Hag asambles e voe loc’het gant ar c’hentañ Assembiée des bouézous, Bodad ar sonerien akordeoñs, d’an 30 a viz Mae 1980, gant un tregont bennak a sonerien violoñs hag akordeoñs. Un darvoud a voe roet ton dezhañ forzh pegement gant kazetennoù ar vro, pezh a sikouras da gas an darvoud da benn-vat.

Lañs a voe roet da luskad ar Bouézous, ar sonerien akordeoñs, ha kevredet gant La Bouèze evit aozañ beb bloaz e emvod-meur en ur gumun eus hanternoz an departamant, o sachañ d’e heul sonerien nevez evel Jean-Luc Revault ha Vincent Morel, en em gavo e-kreiz ar gevredigezh goude-se. « Er bloaz 1983 hon oa divizet en em staliañ e Ti ar Sevenadur e Roazhon evit aozañ gouelioù kentañ ar Rigodailles. Ur bam e oa gwelet ar re gozh, koulz ha paotred yaouank azginivelezh ar sevenadur pobl diwar ar maez, kanerien, sonerien, konterien ha dañserien oc’h en em staliañ en ul lec’h evel-se ». E-pad c’hwech vloaz eo bet dalc’het an emvod-bloaz, betek ma voe erru ur rener all e penn Ti ar Sevenadur.

Evit afer-se o deus kendalc’het sonerien la Bouèze da dreuzkas o hengoun ha da gemer an tu kreñv e darn vras ar festoù-noz hag ar balioù, gant ur stil nevez evit an dañsoù, sonet ouzh an akordeoñs ha «rouzet» ouzh ar violoñs. Tapout a ra an dañserien krog e tonioù dañs bro-C’hallo, avant-deux ha polka.

« E penn-kentañ ar bloavezhioù 90 eo deuet da soñj da izili La Bouèze da sevel kentelioù. Kavout a rae deomp e oa a-bouez reiñ ur gopr ingal d’ar sonerien e-ser stummañ ar rummad de zont », a zispleg c’hoazh Bernard Hommerie. Patrick Bardoul, kentañ hini implijet da vat, en deus bet diorroet ur bedagogiezh a-ratozh evit kelenn dre gomz ur sonerezh hengounel a Vreizh-Uhel. An deiz a hiriv e chom an treuzkas-se e kalon kefridi ar gevredigezh, gant kentelioù akordeoñs, violoñs, treujenn-gaol, telenn, genn-ha-genn, binioù kreiz bro-Frañs ha kan, ha kement-se en un tregont kumun bennak. Un doare da strewiñ war an tiriad war ar maez ar glad a oa deuet dioutañ.

« Ur redi eo dastum, ha kenderc’hel a reomp da gizidikaat hon deskarded, met didalvez e vefe ma ne vefe ket skignet. Reiñ tro d’hon deskarded dont da vout oberourien hag animatourien hor sevenadur pobl eo pezh a glaskomp tizhout, hag e pep kumun e Breizh-Uhel, rak diouzh ar maezioù e teu danvez La Bouèze », me c’hoazh Bernard Hommerie.

En atalieroù lies-benveg, da skouer, e vrouder ar berzhidi d’en em adkavout evit soniñ ha c’hoari da vare beilhadegoù sonet pe c’hoazh da geñver balioù an deskarded kaset en-dro e Breizh-Uhel.

Mod-all emañ La Bouèze o tiorren atalieroù kizidikaat da arz ar gonterien. Atalieroù « Graines de conteurs » kaset en-dro gant ar c’honter Jean-Pierre Mathias, a-gevret gant ar gevredigezh Graines de conte.

« Hon pinvidigezh zo ivez hon diaester, da lavaret eo hon astenn war an tiriad ». Kemer harp war ar gevelerien gevredigezhel a dalvez da skoazellerien evit pep raktres, atalier, staj pe kas abadennoù, aze emañ nerzh ar gevredigezh. « Ganeomp emañ an aozadur, ar programmiñ, ar strollañ tud, gant ar c’humunioù ar bodañ ar frammoù hag ar c’hevredigezhioù », a zispleg Bernard Hommerie.
« E 2014 hon oa divizet adkregiñ gant an assembiés, ar bodadegoù. Aozet hon eus neuze Gouel La Bouèze evit ar wech kentañ e kumun Sant-Kristol-Gwalen, hag e 2015 ez eus bet dalc’het an eil gouel e kumun Menezaoter. Tro-dro da 300 soner hag en tu all da 4000 den a oa deuet da gemer perzh. Pa reer berzh bras e tiskouez e vezer gortozet hag eo talvoudus da zanvez », eme c’hoazh Bernard Hommerie.

Unan eus ar re a lak sevenadur bro-C’hallo da vevañ eo ar gevredigezh La Bouèze, hag evit-se e kemer perzh e meur a zarvoud. E-touez reoù all, Sevenadur, Sizhunvezh ar Gallaoueg… Kenlabourat a ra d’ar C’han ar Bobl, evit an emgavioù bro. Hag abaoe ouzhpenn pemzek vloaz e ya izili La Bouèze er skolioù evit kizidikaat ar vugale ouzh glad dre gomz bro-C’hallo.

A hent-all e kemer perzh La Bouèze, gant kevelerien all, en embann kartennoù-post ha levrioù, hag er sevel filmoù war an dastumadennoù, evel an hini gouestlet da Jean Chapdelaine war labour hengounel ar c’hanab e Sulial . Ha gant ar gevredigezh Bertègn Galèzz, e ro La Bouèze he sikour da sevel ur greizenn deuliaouiñ gouestlet da sevenadur bro-C’hallo.

Didro eo Bernard Hommerie pa lavar : « Burzhudoù a vez graet ganeomp, ha gant nebeut a dra». Displegañ a ra en deus ar santimant emañ o vont war-zigresk sevenadur bro-C’hallo, met daoust da-se e klask treiñ ar billig war he zu mat : « Ul lañs nevez a deuio adarre. Poent bras eo neuze prientiñ anezhañ en ur lakaat tud da zeskiñ ar sonerezh hag ar c’hontadennoù e kompagnunezh tud a galite a zo bet bouetaet gant an hengoun dre gomz ». Met en tu all da se e lak war-wel an diaesterioù war hent ar sonerien hengounel evit kavout lec’hioù hag abadennoù. Ma vefent gwelet aliesoc’h e c’hellfe tud yaouank all mont war an hent-se, eme ar c’hen-brezidant : « Pe e vefe e tavarnioù-sonadegoù, a zo bet lakaet diaes gant ar reolennoù al lezennoù nevez, pe war al leurennoù feuriet, ne vezont ket klevet a-walc’h. Evel ma vefe miret ouzh ar bouloñjer da labourat en e vouloñjerezh ! ».

Christine Barbedet – miz Ebrel 2016