#

Beilhadeg

#

Festival

#

Gallaoueg

#

Kanañ

#

Kontadennoù ha mojennoù

#

Beilhadeg

#

Festival

#

Gallaoueg

#

Kanañ

#

Kontadennoù ha mojennoù

« Un ekosistem a zo eus sevenadur ar vro c’hallo, ereet-mort ennañ ar vein, ar maezioù, ar maouezed hag ar wazed a vez douget gante hengoun dre glevet ar vro-mañ. »

Cédric Malaunais

kasour war ar glad sevenadurel dizanvezel

KEFRIDIOÙ

Kasour eo Cédric Malaunais er gevredigezh La Granjagoul. Soner eo ivez ha goût a oar pegen prizius eo ar glad dre gomz pa vez kaoz a wriat liammoù gant an dud vresk. « Ober a ran war-dro tud bresk o speredoù, en ur greizenn harpañ dre al labour. Un emgav hollret eo deuet ar prantadoù-se da vezañ, gant tud hag a oa bet lâret din e oant dic’houest da ganañ, sañset, war zigarez ne ouzont ket lenn ». Ken gwir all eo en tier-retretidi pe en tier degemer tud kozh diemren : « Divorfilañ a ra an dud dalc’het gant kleñved Alzheimer pa ganan sonioù hengounel. Dont a ra an amzer dremenet da soñj dezhe en-dro ! » Dont a ra « an amzer wechall » da vev en-dro dre ganaouennoù ar venajerien pe ar vicherourien yaouank a oa anezhe. « Vad a ra d’an dud bet kollet gante kement c’hoant zo d’ober un dra bennak. Dre an hengoun dre gomz e c’heller dihuniñ eñvorennoù e don tud a lâred e oa aet o eñvor digante. Un ereenn sokial prizius a zo anezhañ. Un taol bouèze, ha bec’h dezhi… »

Buhezekaat ar vro an hini zo e doug kement tra kaset gant La Granjagoul, emgavioù pemdeziek koulz ha darvoudoù miziek, eme Aline Bodin, ar genurzhierez. Emgavioù o tennañ d’ar c’hontadennoù, d’ar sonerezh, d’ar c’han ha d’ar chemet war a bep seurt traoù a vez kinniget da neb a gar dont… Hag ar genurzhierez da sachañ hon evezh : « N’eo ket an ober e-unan a gont kement-se, an emgavioù an hini eo : gant an arzourien, gant ar re a gustum treuzkas pe arnevesaat sevenadur ar bobl, gant a re a vez douget gante ar glad sevenadurel dizanvez a vennomp talvoudekaat, treuzkas ha saveteiñ. »

Enklaskoù ha dastumadegoù a vez kaset gant ar gevredigezh. Enno emañ danvez an abadennoù a vez savet ganti, ar stajoù, ar sonadegoù hag an embannadennoù zoken, asambles gant Dastum hag Embannadurioù Skol-veur Roazhon. Er mod-se e oa bet kaset un enklask diwar ar c’hoari paledoù pe diwar al lazhañ-moc’h, asambles gant ekomiridi La Bintinais e Roazhon.

Bep bloaz e vez savet gant La Granjagoul un diskouezadeg war benveg-mañ-benveg ar sonerezh-pobl : an dreujenn-gaol, ar veuze, an akordeoñs hag ar viell paneveken. « En diskouezadegoù bale-bro-se e tesker war istor hag emdroadur ar benveg, war e zoareoù gwechall ha war e implij a-vremañ. Binvioù kozh, videoioù ha diellskeudennoù a ginnigomp ivez en tu all d’an diskouezadegoù-se ».

Degas he lod a ra La Granjagoul da ziorroadur he ziriad, Maienn, Broioù Felger, Gwitreg ha Roazhon anezhañ. Emañ Ti ar Glad dre gomz e Breizh-Uhel e Parzieg, ur gumun diwar ar maez, nebeutoc’h evit seizh kant annezad enni. Astenn he darempredoù a rank ober eta, en tu all d’al lec’h damgollet-se ha kenlabourat gant ar mediaouegoù, ar c’hreizennoù sevenadurel, ar skolioù hag ar c’hevredigezhioù, evit broudañ ur rouedad tud oberiant, tud a-vicher koulz ha hêred an hengoun da vuhezekaat tiriad Harzoù Breizh en e bezh. C’hwezhañ startijenn a ra eta koulz war ar gumun, an departamant ha pelloc’h c’hoazh.

N’eo ket bet dibabet al lec’h-se dre zegouezh avat, ha pa n’eus ket un aezamant anezhañ.

E Parzieg e vez aozet bep bloaz gant an AFAP, abaoe ouzhpenn tregont vloaz zo, Priz Roger Ferron. Mirout henvoaz an akordeoñs diatonek e Breizh-Uhel eo pal ar genstrivadeg-se, war roudoù Victor Froger ha Francis Ferron, sonerien Bro Felger. E deroù ar bloavezhioù 2000, war lañs ar gouel poblek-se e oa Pierrick Cordonnier, hag-eñ o tougen ar gevredigezh harpañ raktres ur greizenn gouestlet d’ar glad dre gomz, en em gavet gant maer ar gomun. « Dougen bri a rae Lézin Galais da glad ar vro ha c’hoant en doa e dalvoudekaat. Reiñ a reas Pierrick Cordonnier dezhañ d’anavezout e soñj krouiñ ur greizenn gouestlet d’ar pal-se », eme ar genurzhierez.

Fiziet e voe e Robert Bouthiller, etnologour, kas ar studiadenn gentañ war dalvoudegezh ur raktres diazezet war ar glad dre gomz, kent mont pelloc’h gant ur studiadenn deknik. Alese, e voe roet lañs d’ar raktres, arc’hantet gant kumuniezh kumunioù Felger. Prenet ha dreset e voe ganti ur c’hrañj kozh e-kreiz ar bourk, deuet da vezañ « grañj ar c’homzoù » diwar neuze.

« Ur raktres kevredigezhel eo deuet La Granjagoul da vezañ, Ti ar Glad dre gomz e Breizh-Uhel. Labourat a reomp evit ma vo anavezet, o teurel evezh ouzh ar pezh a vez graet e lec’h all. Er mod-se e vez skoret ar pezh a gasomp da vat amañ : talvoudekaat ar gomz hag e alc’hwezioù : ar c’hontadennoù, ar sonerezh hag an hengoun », eme Aline Bodin.

Christine Barbedet – miz Ebrel 2016