#

Brezhoneg

#

Dañs

#

Sonadeg

#

Sonerezh-benveg

#

Brezhoneg

#

Dañs

#

Sonadeg

#

Sonerezh-benveg

« Biken ne zeuer a neblec’h. Hor youl eo diskouez e c’hall an arzourien embann ar pezh o deus da lavaret, hiziv, en ur implijout font ar glad hag evit rannañ anezhañ gant an dud. »

Daniel Le Guevel

rener

KEFRIDIOÙ

« Pa lavarer sonerezh hengounel, evit kalz tud ez eo binioù, bombard ha delc’her an eil egile gant ar biz bihan ! Amañ emaomp pell deus ar c’hliched-se » a verzh Arzela Kerangoarec, karget a gehentiñ hag hanterouriezh e kreizenn sevenadurel Amzer Nevez. « Gwelloc’h eo deomp komz deus sonerezh breizhat a grouadelezh pe deus sonerezh breizhat a-vremañ » a ouzhpenn Daniel Le Guevel, rener. « Arzourien a bedomp hag int da brederiañ e-barzh font sonerezhioù Breizh ha mont war tachennoù all, en em geñveriañ ouzh arzourien all, ha n’o deus ket aon rak mont da zizoleiñ an elektro, ar rock, ar jazz, sevenadurioù al…». Hag eñ da venegiñ arvest Avaz en 2014 gant an tabouliner Keyvan Chemirani, c’hoarier zarb, Annie Ebrel evit ar c’han e brezhoneg, ha Maryam Chemirani evit ar c’han e perseg. « Ur grouadenn e-lec’h ma oamp produer dileuriet gant ur genbroduerezh deus festival Etrekeltiek An Oriant ». Pep krouidigezh a ro an dro da gas war-raok kevelerezhioù gant frammoù all, leurennoù ar sonerezhioù a-vremañ da skouer.

Chomadennoù arzour, produerezhioù, kenbroduerezhioù, degemer skignañ, rakprenoù… Kreizenn sevenadurel Amzer Nevez a ziskouez he youl da gemer perzh e skinadur sevenadurezh Breizh, hini ul leurenn deus ar vro. « En 2006 eo bet sinet ur c’henemglev tribloaziek, gant ar Stad hag ar Rannvro, a sell ouzh ar skignañ hag ar skoazell d’an arzourien. Un dro eo bet e-barzh obererezhioù hor framm » a zispleg Daniel Le Guevel. « Pa ‘m eus kemeret ar post rener hon eus merzhet buan-tre, en ur gemer perzh en ensavioù a bep seurt, an ezhommoù a oa a-fed skignañ ha skoazell d’ar c’hrouiñ e tachenn ar sonerezhioù breizhat. Bout zo ur gwir vagerezh sonerien stummet peurvat hag a gred tremen a-us d’an harzoù. » Ha dav d’an arvesterien dont : « Unan eus an dalc’hoù a-vremañ eo reiñ tro d’an arzourien da vezañ gwelusoc’h, dreist-holl war ar mediaoù. Ur plas pouezusoc’h er c’hazetennoù ha war radioioù ar vro ».

Mediaouekadur, met hanterouriezh ivez. Kreizenn sevenadurel Amzer Nevez a ginnig d’an dud dont da gejañ ouzh an arzourien e-pad o frantadoù krouiñ. Dre abadennoù skol gant skolioù kentañ derez lec’hiet etre Plañvour ha Gourin, ur raktres a zeskadurezh sevenadurel hag arzel kaset da benn gant ar skolajoù hag harpet gant an DRAC, tro-dro d’ar chomadenn grouiñ pouezusañ deus er c’houlzad. Menegomp ar raktres Circulaire, elektro ha veuz, gant François Robin. An hanterouriezh a zo ivez kendivizoù tematek kinniget e kevelerezh gant mediaoueg Plañvour, pe c’hoazh ar masterclassioù lakaet e plas gant skol departamantel sonerezh, dañs ha c’hoariva An Oriant, pe ar stajoù a gemeront perzh enne skolidi kreizenn sevenadurel Amzer Nevez.

« Miret hon eus lodenn ar c’helenn sizhuniek war ar sonerezh, ar c’han, an dañs hag ar brezhoneg » a zispleg ar rener. E-kreiz istor ar greizenn sevenadurel emañ ar pleustroù-se a zo dedennet gante tro daou c’hant skoliad. « Er penn-kentañ e oa Amzer Nevez ar Skol-rannvro sonerezh ha dañsoù Breizh. Ur raktres ganet diwar Karta sevenadurel Breizh, bet sinet en 1977 gant ar Stad. Drezi e oa bet dibabet arc’hantaouiñ savadur ul lec’h gouestlet d’ar c’helenn war sonerezh Breizh hag a oa, d’an ampoent, graet gant tud a-youl vat ».

Abaoe ar penn-kentañ e vez degemeret ar c’hevredigezhioù ezel e savadurioù ec’hon Amzer Nevez, enne un degad sal pleustriñ, ur sal emvod, bod hag ur servij predañ. Menegomp Sonerion, kevredad ar bagadoù, pe Stumdi a ginnig stummadurioù diehan e brezhoneg. Ul lec’h digor eo evit pep embregerezh, kevredigezh, skol hag all a glask war-lerc’h obererezhioù sevenadurel, desavadurel pe liammet ouzh ar stummañ, seminarioù, stajoù, pleustradegoù strolladoù sonerezh… .

Christine Barbedet – miz Ebrel 2016