« Pa lakaer ar gaoz war ar plant e kizidikaomp al liamm a zo etre an den hag an natur. »
buhezourez a youl vat hag diazezourez ar gevredigezh Flora Armorica « Pa oan yaouank, kostez Montroulez, e veze frotet sklañvesk pa vezemp flemmet gant linad », eme Sylviane e- kerzh un emgav aozet gant ar gevredigezh Flora Armorica. Hag Alain da lâret d'e dro : « Pa oan bihan, ha me eizh pe dek vloaz, e kemeren garenn sklañvesk gant bleuñv. Skoulmañ ar raen ar c'harenn ha teurel war ar ganfarded ». Ar sklañvesk a zo boutin e Breizh, anvet eo « louzaouenn-ar-pemp-roudenn » e brezhoneg eme Viviane Carlier, buhezourez, arbennigourez war ar plant gouez hag o implij. Setu ugent vloaz zo emañ er vro goude bezañ bet o chom en Alpoù-Uhel e lec'h m'he deus desket implij ar plant. Un diplom e Skol ar Plant Clotilde Boisvert he deus tapet ha ganti eo bet savet Flora Armorica. « Pal hor c’hevredigezh eo renabliñ, talvoudekaat ha treuzkas ar ouiziegezh, an implijoù hag an hengounioù diwar-benn ar plant e Breizh », emezi.
« Pa oan yaouank, kostez Montroulez, e veze frotet sklañvesk pa vezemp flemmet gant linad », eme Sylviane e- kerzh un emgav aozet gant ar gevredigezh Flora Armorica. Hag Alain da lârat d’e dro : « Pa oan bihan, ha me eizh pe dek vloaz, e kemeren garenn sklañvesk gant bleuñv. Skoulmañ ar raen ar c’harenn ha teurel war ar ganfarded ». Ar sklañvesk a zo boutin e Breizh, anvet eo «louzaouenn-ar-pemp-roudenn » e brezhoneg eme Viviane Carlier, buhezourez, arbennigourez war ar plant gouez hag o implij. Setu ugent vloaz zo emañ er vro goude bezañ bet o chom en Alpoù-Uhel e lec’h m’he deus desket implij ar plant. Un diplom e Skol ar Plant Clotilde Boisvert he deus tapet ha ganti eo bet savet Flora Armorica. « Pal hor c’hevredigezh eo renabliñ, talvoudekaat ha treuzkas ar ouiziegezh, an implijoù hag an hengounioù diwar-benn ar plant e Breizh », emezi.
« Ne vez ket implijet kalz ar plantoù en tizanioù en un doare hengounel e Breizh, nemet war an aod marteze. D’am soñj ez eus bet un troc’h er pleustr-se. Kalzig implijoù diavaez a zo koulskoude ». Stadadoù savet gant Viviane Carlier diwar testenioù dastumet. « Al lodenn vrasañ eus an dastum a reomp a zo re al « louzaouerien ». Treuzkas a reont ar pezh o deus desket, ur ouiziegezh a zo tennet deus al levr Le médecin des pauvres, embannet en 1884, evel e pep lec’h e bro-C’hall » eme al louzaouerez. Ha hi ha lavarout : « Gouiziegezhioù dedennus hon eus kavet diwar-benn an implijoù hud. Da skouer, evit diwall al loened ouzh an darouedenn e veze lakaet uhelvarr ha kelenn er c’hraou. An tantadoù eured a zo ivez, pe an olizennoù. Ul lid ! ».
Armor pe Argoad, gweledvaoù kerreg a-rez douar, kleuzioù, girzhier, pradoù, geunioù, lec’hidegoù, erinoù, taouarc’hegi, lanneier, koadoù ha koadegoù, dourioù-red, dourioù-sac’h pe dourioù-chag… Ur pemzek biotop bennak a zo e Breizh, meteier enno kalz a blant liesseurt. « An darempred etre an dud hag ar plant gouez pe gounezet eo a zedenn ac’hanomp e Flora Armorica. Koulz gouiziegezhioù an amzer dremenet hag ar re a-vremañ, ar pleustradoù gounezerezh nevez evel al labour-douar pad », eme Viviane Carlier.
« Ar pezh a zesach evezh hon danvezioù titourerien eo an enklaskoù a gasomp er marc’hadoù. Erruout a reomp gant hon paneradoù bleunioù, hon pantoù hag an dud da zont dioute o-unan evit kaozeal», eme Viviane Carlier, ha hi hag ouzhpennañ : «Evit gellout kas da benn vat al labourioù dastum ha treuzkas-se eo oberiant ar gevredigezh war lec’hioù dibabet a vod perzhidi a-walc’h a-benn stummañ ur pol. Emren eo pep hini. An dud a-youl vat eo a aoz o emvodoù dezho ». An dro eo evit eskemm diwar-benn an enklaskoù o vezañ graet, evit bezañ stummet war an teknikoù enklask ha skrivañ war urzhiataer, ha d’en em gavout tro-dro d’ar pezh nevez dizoloet. « Evit sevel ur pol eo ret kaout un den atebek war al louzaouerezh, hag unan all war ar stlenneg evit gellet skrivañ an titouroù dastumet en hon diaz-roadennoù. Ur sistem eo a zo bet lakaet e-plas a-drugarez da labour Nolwenn Coïc ha Alain Gilfort » eme Viviane Carlier.
Teurel evezh bras a ra ar gevredigezh ouzh anaoudadur ar spesadoù gant ar c’hoant da labourat en un doare skiantel. Talvoudekaat ar plant, o implij hag ar reizhskrivadur a vez graet gant Viviane Carlier ha gant ur strollad louzawourien evel Daniel Chicouène a ziviz da vat.
En tu-hont da se, pep ezel eus Flora Armorica a sin ur garta divezelezh hag a ouestl da skouer : « ez anavezont dilamadusted ar pezh a zo bev ha gouiziegezh an natur gant ar bobl, ha perc’henniezh hollek disoc’hoù skiantel an enklaskoù kaset da benn ». Pep hini a ziskler ne c’hounezo gwenneg ebet diwar ar ouiziegezh tapet er gevredigezh. Hervez kendiviz etrebroadel Bern 1979 pep ezel eus Flora Armorica a zouj ouzh an endro, da lavarout eo : « kaout doujañs ouzh ar plant hag ouzh an ekoreizhad en ur zastum en un doare fur hep morse kutuilh spesadoù plant rouez hag en arvar ».
Christine Barbedet – miz Ebrel 2016